Pardon sant Envel yaouank a ve grêt ar zul kentan a viz gwengolo ; hini e vreur, patron Lok-Envel, ar zul war-lerc’h an 11 a viz kerdu.
Sant Envel a zo pedet evit diwall al loened diouz ar bleidi ha diouz ar c’hlenvejou.
Diskouez a reomp hon c’harante en kenver hon nesan en pemp doare :
I. — O chom hep rei skouer fall, hag o rei skouer vat d’ezan. Pa laerer an nesan, e lemer digantan eur vad hag a dremen. Pa zroug-prezeger anezan, e lemer digantan e vrud vat ; gwasoc’h droug a rêr en doare-ze eget o laerez ; mes gwasoc’h droug a rêr c’hoaz o rei skouer fall, rak ar skouer fall a hardisa an dud ouz ar pec’hed hag o lak war an tu da chom heb ober o zilvidigez.
N’eo ket awalc’h d’imp chom heb ober an droug, red eo d’imp ober ar vad ; n’eo ket awalc’h d’imp chom hep rei skouer fall, red eo d’imp rei skouer vat ; rak eur skouer vat hepken a zoug a-wechou muioc’h a frouez eget ar brezegen gaeran.
Diskouez a reomp c’hoaz hon c’harante en kenver an nesan o c’houzanv anezan heb en em glemm. Rak arabad d’imp kredi e vefemp hon unan direbech war an douar. Mar hon deus eun draïk bennak da c’houzanv abeurz hon nesan, arabad d’imp kredi n’en deve ket meur a dra da c’houzanv ive eus hon feurz hon unan, hag evelse, bezomp trugarezus en e genver, ma fell d’imp e vefe en hon hini.
III. — Mar ne dalv man ar c’hlemmou da sioulât spered an nesan, eul louzou zo hag a c’hall bezan talvoudus evit se, hag eo ar beden. Pa welfomp yenien o sevel etrezomp hag ar re a zo war hon zro, pedomp evite, hag ar yenien a dec’ho kuit.
IV. — Diskouez a reomp hon c’harante en kenver hon nesan, evit pez a zell ar c’horf, dre an aluzen.
Eun dra dister, zo roët raktal m’eo goulennet,
A dalv daou vene aour eus an nenv diskennet.
V. — Erfin, ar garante en kenver an nesan, evit bezan henvel ouz ar garante en deus Jezuz-Krist evidomp, a c’houlenn ouzomp eun dra-all c’hoaz : ma pardonfomp hon enebourien. Keit ma n’ey ket hon c’harante betek eno, arabad d’imp kredi e vefemp diskibien da Jezuz-Krisï, rak n’omp ket, pa ne reomp ket ’vel e lavar.