Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/858

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
858
10 Kerdu
itron-varia loretta

oe laket da gentan an ti santel, pa oe digaset gant an Ele eus an Dalmasi d’an Itali.

En Loretta, er bla 1483, eo bet savet Litaniou ar Werc’hez, hag abalamour da-ze e hanver aneze a-wechou Litaniou Loretta.

————


KENTEL


Dor an nenv


Mari eo dor an nenv. Porta cœli.

Drezi, Doue a zo diskennet betek ennomp.

Jezuz a c’hallje bezan deut er bed, en kreiz e nerz, evel Adam ; mes n’eo ket bet falvezet gantan en em ziskouez en doare-ze d’un dud.

Diskennet eo bet en korf ar Werc’hez, ha gourvezet en deus e izili dister ha dinerz a vugel war blouz kraou Bethleem.

Moïzez a zigoras hent ar mor ru ; Josue a c’hourc’hemennas d’an heol ; Pôl a lakas ar re varo da zevel eus o beziou ; galloudus int bet, ha petra int, koulskoude, en kichen ar Werc’hez a lakas Jezuz er bed ?

Mari eo dor an nenv. Drezi e pignomp betek Doue ; drezi e kouez holl grasou an nenv war an douar. Kement hini a gar anezi a ’n em gav en porz ar zilvidigez.

Pedomp eta bemde Mamm Doue, a greiz kalon, ha lakom enni hon holl fizianz.

N’eus ket bet klevet c’hoaz lavaret e vefe hini hag en deve he fedet ha ne vefe ket bet chilaouet.




Unnekvet devez a viz Kerdu


SANT DAMAZ
Pab (366-384)



Ar zant-man, ma n’eo ket ganet en Rom, a oa yaouank-flamm pa deuas di da chom gant e c’hoar Irena. Bezan en devoa eur spered lemm hag eur galon vat, ha setu perak e oe grêt avieler eus unan eus ilizou Rom.

Ar pab Liber o vezan bet harluet gant an impalaer Konstans, Damaz a zalc’has tost d’ezan hag a heuilhas anezan betek kêr Bere, en Thras. Pa c’hallas dizrei, e ke-