Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/850

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
850
7 Kerdu
sant ambroaz

gristenien-all. War an treujou, e kavas ar zant, gwisket gantan e zilhad-oferen : « N’et ket pelloc’h, emezan. Penôs e kredet-hu klask mont en ti an Otrou Doue goude eun torfed ken bras ? Penôs e c’hallet-hu evan gwad Hon Zalver Jezuz-Krist, c’houi hag ho peus grêt lazan kement a dud ha ne oa netra da damall d’eze ? En em dennet eta evit n’ho pezo ket eur pec’hed muioc’h war ho konsians ! » An impalaer ne gredas ket mont en iliz, hag epad eiz miz ne oe darempred ebet etrezan hag an eskob. Koulskoude, gouel Nedeleg a dostae. Theodoz a oa meurbed tenval e benn. « Ha penôs, emezan eun devez d’e vrasan mignon, penôs e vefen laouen ? Al laeron a c’hall mont en iliz da bedi Doue ; ouzin-me hepken an nor a zo serret ? Hag ouspen, n’hallan ket ankouât komzou Jezuz d’e Ebestel : « Ar pez ho pezo pardonet war an douar a vezo pardonet en nenv. » N’halle mui harz, hag eun devez e kemer hent an iliz. Ambroaz a oa war an treuzou.

— Petra glasket ? emezan raktal d’an impalaer.

— Ne glaskan, eme Dheodoz, nemet ar pardon, ha pedi a ran ac’hanoc’h da rei d’in ar pez a roët d’ar brasan pec’herien ; gourc’hemennet d’in ar binijen a garfet, hec’h ober a rin.

An eskob kalonek a roas d’ezan eur binijen, ha goude e tigoras d’ezan dorojou an iliz.

« Ambroaz hepken, a lavare divezatoc’h Theodoz, en deus diskouezet d’in petra eo eun eskob. »

Sant Ambroaz en deus skrivet ive kalz levriou kaer.

Mervel a reas ar 4 a viz ebrel 397. Bras eo e c’halloud en nenv, evel ma oa war an douar.

E ouel hag e ofis a ve grêt ar 7 a viz kerdu, abalamour ma ’z eo bet sakret eskob da genver an de-se.

————


KENTEL


Kenteliou sant Ambroaz


Da gentan. — Ked eo gouzout pegouls tevel, evit gallout prezek mat.

D’an eil. — Eur spered es hag eun doare chentil a blij da beb unan hag a c’hone kalonou an holl.

D’an trede. — En eur drec’hi e dechou fall e tiskouez an den eo mestr d’ezan e-unan.

D’ar pevare. — Ar c’hristen a dle ober pep tra evit Doue, ma fell d’ezan e teufe pep tra da vat gantan.