Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/849

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
7 Kerdu
849
sant ambroaz

Peurc’hrêt gantan e studi, Ambroaz a oe hanvet da c’houarner kêr vras Milan.

Pevar bla so e oa er gêr-ze, pa deuas an eskob Auxans da vervel.

Pobl Milan hag an eskibien diwar-dro a ’n em zastumas en eun iliz evit hanvan eun all en e blas ; mes n’hallent ket en em glevet, ha kelou a oe kaset d’ar gouarner e oant en em rannet en diou gostezen, hag an eil a oa ken kounnaret ouz eben ma oant prest d’en em gannan. Ambroaz a deuas d’an iliz evit lakat ar peuc’h. Komz a reas gant nerz, mes ive gant dousder ; an holl hen selaoue gant evez, pa oe klevet eur pôtrig yaouank o lavaret : « Ambroaz da eskob ! » Kerkent ar bobl a youc’has a bouez penn : « Ambroaz da eskob ! Ambroaz da eskob ! »

Ambroaz ne felle ket d’ezan kredi ar pez a gleve, rak ne oa ket c’hoaz badezet. Biskoaz n’en devoa sonjet bezan beleg ; hag an impalaer Konstantin en devoa difennet ouz an dud en karg reseo an urziou sakr.

Diskouez a reas eta ne felle ket d’ezan, evit priz ebet, bezan eskob. Epad an noz e kuitaas Milan, mes ken tenval oa ma ne ouie ket pelec’h ec’h ee, ha pa zavas an de, e welas e oa dizroet adarre da gichen kêr.

Kaset a oe kelou d’an impalaer, ha Valantinian I a skrivas e-unan eul lizer d’e c’houarner, hag el lizer-ze e lavare d’ezan e oa bet meurbed eurus o klevet ar pez a oa digouezet. Diwar neuze, Ambroaz ne enebas mui ha, dindan eiz devez, e oe badezet, beleget ha grêt eskob.

Goude-ze ne reas nemet studian ar Skritur-Zakr, pedi ha labourat da zovetât an eneou. Nebeut amzer a roë d’ar c’housked, hag alïes ne gemere tamm arôk an abarde. Poanial a reas, dreist-oll, da zifenn ar fe katolik eneb an Arianed hag an heretiked a oa en e eskopti, ha dont a reas a benn, dre e brezegennou, da lakat eun niver bras aneze da zistrei ouz Doue ; unan eus ar re vrudetan aneze a oe Augustin, a zo deut da vezan eur zant hag eun doktor bras en Iliz.

Ambroaz ne varc’hataas ket da zerc’hel penn d’an impalaer Theodoz, en devoa grêt lazan 7.000 den eus Thesalonik, abalamour tud ar gêr-ze a oa ’n em zavet eneb e ofiserien. An eskob a skrivas d’ezan dioustu evit e alian d’ober pinijen, ha disklerian reas d’ezan ne vije ket lavaret an oferen dirakan, keit n’en dije ket goulennet pardon digant Doue.

An impalaer ne reas ket kalz a van eus al lizer-ze, hag eun nebeut deiou goude, e fellas d’ezan mont en iliz evel ar