Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/851

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
8 Kerdu
851
gouel ar gonsepsion


Eizvet devez a viz Kerdu


Gouel Konsepsion dinam ar Werc’hez Vari


Gouel Konsepsion dinam ar Werchez Vari
Gouel Konsepsion dinam ar Werchez Vari


Eur burzud bras a zo bet gwelet en nenv ; eur plac’h gwisket gant bannou skedus an heol ; al loar dindan he zreid, ha war he fenn eur gurunen a zaouzek stereden.

An Iliz a lavar ar c’homzou-ze eus ar Skritur-Zakr diwar-benn ar Werc’hez Glorius Vari, Mamm Jezuz ; mes ne roont da intent nemet eur skeuden dister eus gloar an Hini ’zo bet dibabet da vezan Mamm da Zoue. Rak ma ’n eus Doue krouet an heol ken skedus ha laket ennan tomder ha sklerijen evit tomman ha sklerijenni an douar ; ma ’n eus Doue krouet al loar ken dous ha roët anezi d’imp evit laouennât an noz ; ma ’n eus Doue hadet en oabl eun niver divent a stered evit perlezenni mantel an denvalijen ; ma ’n eus Doue grêt ken kaer an treo-ze ha n’o deus na bue, na spered, treo n’int nemet eur boultren kouezet eus e zaouarn, petra n’evo ket grêt evit an Hini a zo bet dibabet gantan, a holl-viskoaz, evit bezan e Vamm ?

Ar Werc’hez, galvet d’an enor dispar da vezan Mamm da Zoue, a renke bezan, adalek an heur gentan, ar c’haeran hag ar zantelan eus an holl grouadurien. Ne vije ket bet dereat gwelet enni, en mare ebet eus he bue, an disteran tarchaden. Doue an Tad he anaveze a holl-viskoaz evit e Verc’h binniget dreist an holl merc’hed ; Doue ar Mab he anaveze evit e Vamm, karet dreist an holl mammou ; Doue ar Spered-Santel he anaveze evit e Bried, santel