Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/85

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
29 Genver
85
sant fransez a zal


P’en em gavas er gêr, e oa gant e bemp bla warn-ugent, ha kaeran dijentil en e vro. Duk ar Savoa en em ginnigas d’ober eur senateur anezan, ha markiz ar Zal, e dad, a felle d’ezan e zimezi da verc’h ôtrou Vejy, eur brinsez a galon hag a spered, kalz danve da zont d’ezi.

An ôtrou Fransez, n’eo ket ’barz an hent-ze e felle d’ezan bale. Dre e bedennou hag e gomzou, e teuas a benn da lakat e dad a-du gantan, ha d’an 18 a viz kerzu 1593, bla hepken goude ma oa deut d’ar gêr, e oe beleget en Jenev.

Eur c’horniad eus ar Savoa, ar Chable, a oa distaget diouz ar gwir Iliz gant diskibien Luther, hanter-kant vla bennak a oa, hag ar vugale breman, bet savet er relijion brotestant, a oa en em c’hrêt diouti. Fransez a oe kavet mat dustu da vont d’o zennan eus tenvalijen ar gaou.

Pa welas, en tu-hont da dour kastel koz Allinj, ar vro m’oa kaset enni, gant hec’h ilizou diskaret, he fostiou da grougan an dud savet en plas ar c’hroaziou, he c’heriadennou devet, he c’hestel laeret ; pa welas an dismantr skrijus-ze, eur skeuden eus eun all gwasoc’h, hini an eneou ; pa welas kement-se, an daerou a c’hlebias e zaoulagad : mes elec’h fallgaloni, e stagas kerkent gant al labour.

Mont a rê er c’hêriou ha war ar mêziou ; prezek a rê dre e gomzou ha dre e skoueriou ; nag ar glao, nag an erc’h, nag an avel-stourm ne virent outan da vont war rôk. A wechou, e veze ken skornet ha ken ramp an henchou, ma renke mont war e grabanou, hag ar gwad a zivere eus troc’hiou e dreid hag e zaouarn a verke e roudou war an erc’h. Eun nozvez, ar bleidi a glaskas sailhat warnan, hag e oe red d’ezan pignal en eur wezen hag en em stagan outi, gant aon da gouezan, ma tigouezje gantan menel kousket.

A wechou-all, ar brotestanted, gwasoc’h c’hoaz evit ar bleidi-noz, a rede gant armou war e lerc’h, da glask e lazan. Gouarner Allinj a ginnigas d’ezan soudarded da vont d’e heul, evit e zifenn ouz e enebourien ; mes ar zant ne oe ket dare da zigemer ar c’hinnig-ze. Ha biskoaz, koulskoude, a drugare Doue, ne c’hoarvezas droug ebet gantan.

Tamm ha tamm, koulskoude, ar vro a-bez a deuas da anzav adarre ar fe koz.

Er bla 1599, an ôtrou Granier, eskob Jenev, oc’h anaout e zantelez hag e c’halloud, hen c’hemeras d’ober e labour, ha d’e varo, tri bla goude, (1602) e kemeras e garg. Lakat a reas neuze e zantelez da baran a-bell, dre e aked d’ober miret lezennou an Iliz, dre e drugare en kenver ar beorien, ha dre e c’hoant da welet an emglev o vleunian en pep