Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/84

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
84
29 Genver
sant fransez a zal


Navet devez warn-ugent a viz Genver


Sant Fransez a Zal
Eskob Jenev ha Doktor eus an Iliz (1567-1622)
-
-


Ar zant bras hag hegarat-man a deuas er bed en maner ar Zal, d’an 21 a viz est 1567.

E vamm vat hen gwestlas da Zoue arôk e c’hinivelez. Da eiz vla, e oe kaset d’ar skol ; da zek vla, e reas e bask kentan, hag adalek neuze, e savas c’hoant gantan da vont da veleg. Da unnek vla, ec’h eas da Bariz, ha c’houec’h vla e chomas eno da labourat war e studi.

Ar gwall gustumanchou eo techet d’eze ar bôtred yaouank a renk tremen o c’haeran blaveziou en kreiz trouz ar c’hêriou bras, hag a ra oute kement a c’haou, n’o devoe ket a grog warnezan.

« An Otrou Jezuz-Krist, emezan, a ra skol d’in war skiant ar zent, ha mont a ran d’e gaout aliesan ma c’hellan, rak ne dalvezfe d’in netra bezan eun den gouiziek, hep bezan eun den santel. »

An drouk-spered a glaskas trabas outan, o rei d’ezan da gredi n’helle ket bezan salvet. Fransez a ’n em droas trezek ar Werc’hez, ha dirak he skeuden [1] e reas le da viret e werc’hded. En doare-ze e trec’has e enebour.

Eus Pariz, Fransez a oe kaset gant e dad da skoliou-meur Padou, (1584) da beur-ober e studi. Eun doktor a oa anezan pa deuas ac’hane. Mont a reas neuze da bardonan da Rom ha da Loretta, hag eno, en harz treid an Itron-Varia, e adnevezas ar promese an evoa grêt en Pariz.

  1. Ar skeuden-ze a zo miret c’hoaz hirie en chapel Leanezed Sant Thomas Villeneuve, ru Sèvres, Pariz.