Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/86

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
86
29 Genver
sant fransez a zal

lec’h. Sevel a reas eun Urz neve a leanezed, gant Jann Chantal en o fenn.

Skrivan reas levriou kaer war an doare da garet Doue ha da ren eur vue devot.

En e yaouankiz, e oa têr, ha ne oa ket evit gouzanv an disteran ger ; mes deut ’ oa d’en em drec’hi kenkoulz, ma ne oa ket goest ar brasan dismeganz d’e lakat da vont er-mêz anezan e-unan. E vadelez en kenver an holl a oa dispar hag a rê da zant Visant a Bol lavaret : « Na pegen mat e tle bezan an Otrou Doue, p’eo ken mat-all ôtrou ’n eskob Jenev, e zervijer ! »

Fransez a gouezas klanv en Lyon hag a varvas eno, d’an 28 a viz kerzu 1622, oajet a bemp bla ha hanter-kant.

E gorf, war e c’houlenn, a oe douget da Annesi, hag eno e virer anezan c’hoaz, en de a hirie.

————


KENTEL


An neb a venn, hennez a c’hell


Sant Fransez a oa, dre natur, eur spered diês a zen, mes en em drec’hi a reas ken mat, ma oa deut da vezan êsan den a oufed kaout d’ober gantan.

War an douar-man, hon deus da stourm ouz enebourien a zo en diavêz d’imp hag ouz enebourien a zo en hon diabarz, da lavaret eo, ouz hon zechou. En o zouez, zo unan gwasoc’h evit ar re-all, a ro lamm d’imp an alïesan. An tech-ze eo ar pec’hed mignon. Evit darn eo an ourgouilh, evit darn-all, ar gwarizi pe ar bizoni, pe an hudurnez. pe ar vezventi, pe al leziregez, pe ar vuhanegez. An tech divezan-man oa hini sant Fransez.

Klaskompp ive hon hini, ha stourmomp outan gant aked. Ne vezo ket roët lamm d’ezan en tol kentan, nag en eil, nag en trede, marteze, mes arabad fallgaloni evit ze ; gant gras Doue ha youl vat, bolonte vat, er galon, e teuer a benn anezan, de pe de.

Ar zent, hag a oa ken gwaz pe gwasoc’h o zechou evit hon re, o deus bet ar gonid warneze ; perak n’hon deve-ni ket ?

Eur jeneral an evoa stourmet epad pell amzer ouz an enebourien, gwech o koll gante, gwech o c’honid warneze. Eun devez, da vihanan, e oe roët lamm d’ezan, evel ma n’hen devoa ket bet c’hoaz.

Diskalonekaet e oe an den, hag ec’h azezas var ar c’hlazen, e benn etre e zaouarn, trist maro. Epad ma oa evelse oc’h hunvreal, e welas eur verienen a glaske dougenn war he c’hrugel eur blouzen dek gwech pounneroc’h eviti. Kouezan a reas gant he zamm ; sevel a reas, adarre ; kouezan a reas dek gwech ; dek gwech e savas, mes benn ar fin e tigouezas gant he zamm en beg he c’hrugel.

Ar jeneral, pa welas nerz-kalon al loen bihan-ze, a zavas d’e dro-en e zav, a zastumas e dud, a gerzas war an enebourien, hag a droc’has aneze.

Greomp brezel d’hon zechou, hep fallgaloni gwech ebet. Abred pe divezat, ar gonid a chomo ganimp. An neb a venn, hennez a c’hell !