Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/826

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
826
28 Du
sant jakez de la marca

zont enne o-unan, ma ne ziskennas ket eur wech hepken eus ar gador, hep gonid unan bennak aneze da Zoue.

Prezek a reas en Itali hag en Alamagn : ober a reas eur vad dispar en kement lec’h ma tremenas. En Flavia, ouspen daou-c’hant den yaouank a gemeras skouer warnezan hag a yeas da venec’h. Redek a reas an Norvej, an Danemark, ar Bohem, an Autrich hag ar Hongri. Er bla 1452, e oa en Albani.

Ober a reas e zisken en Ragus. Eno e c’hourc’hemennas lakat daou êl en iliz, unan a bep tu d’an ôter, gant peb a ezansouer en o daouarn, hag arôk mont kuit, e lavaras : « Gwelet a vezo, eun devez, treo burzudus gant an daou êl-ze », hag en gwirione, nebeut goude ma oa êt eus ar vro, e oe gwelet an êle-ze o finval hag o hijan o ezansouerou, bep gouel bras a veze. Ar burzud-ze a badas daou-c’hant vla, ha ne baouezas nemet er bla 1668, pa oe diskaret an iliz e oa enni an ele burzudus.

War e gozni, sant Jakez a ’n em dennas en Brescia ; eun den mat ac’hane a gase bemde e vab Konrad da gas d’ezan ar pez en dije ezom. Evit trugarekât e vadoberour, ar zant a zeske d’ar c’hrouadur pedennou kaer an Iliz. Konrad, dal ma ouveas an Ave Maria, a oe mall gantan hen deski d’eur c’hamarad d’ezan, mab d’eur Judev a ziwar-dro. An daou bôtr bihan o devoa plijadur o vont bemde da lavaret o Ave Maria dirak skeuden ar Werc’hez.

Mes tad ar Judev bihan, pa welas petra oa desket d’e vab, a yeas en kounnar ru. Tapout reas krog en Konrad, ha goude bezan e vouget, e kuzas anezan en eun toull kleuzet er voger, drek an oaled. Duan reas goude ar vein, evit na vije ket gallet kouezan war e guziaden.

Tad Konrad a glaskas e vugel pell amzer, hep klevet kelou ebet anezan. Erfin, e c’halvas sant Jakez d’e zikour ; ar zant a ’n em lakas da bedi, ha Doue a roas da anaout d’ezan pelec’h e oa kuzet korf e vignon bihan. O vezan êt eta, gant daou zen, da di ar Judev, e c’houlennas komz outan. Azezan rejont o-daou dirak an oaled hag, a greiz komz, e tiskouezas gant ar biz da dad Konrad al lec’h ma oa kuzet e bôtr. Dioustu en em lakjod da zispenn ar voger, hag epad ma skoed war ar vein, evit o lemel eus o flas, ar bugel, deut bue ennan, a huche : « En han’ Doue, skoet goustatoc’h, gant aon da c’hlazan ac’hanon ! »

An tad a bardonas ar Judev, ha heman a ’n em dôlas dioustu da dreid ar zant hag a c’houlennas ar vadeziant.