Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/827

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
28 Du
827
sant jakez de la marca

Ferdinand I, roue Napl, a c’hoantaas gwelet sant Jakez, hag a gasas kelou d’ezan da vont d’e gât. Mont a reas, ha mervel a reas en Napl, an 28 a viz du 1479, oajet a eiz vla ha pevar-ugent.

Beneat XIII a lakas e hano war roll ar zent, an 10 a viz kerdu 1726.

————


KENTEL


Gôpr ar pec’hed


I. — Ar pec’hed a zigas, d’e heul, mez ha morc’hed. Arôk rei o gwalc’h da dechou fall e galon, an den a ve dienkrez ; eur wech m’en deve roët d’eze o goulenn, e krog ennan mez ha morc’hed. Hanvet mat eo bet ar pec’hejou had daërou, vera semina dolorum, rak en gwirione, n’int nemet se.

II. — Ar pec’hed a dôl war an ene chadennou mezus ha diês da derri. An ene, grêt evit gourc’hemenn d’ar bed holl, pa ne zent ket ouz Doue, a bleg d’an techou lousan.

III. — Ar pec’hed a dôl war an ene eun dallente spontus. Mac’h anavezfer Doue, ma ’n em anavezfer e-unan, mac’h anavezfer ar pec’hed, biken n’en em lezfer da gouezan ennan.

Mes ar pec’her a zo dallet war ar vad a dle ober, ha war an droug e tle tec’hel dioutan. Kemer a ra an droug evit ar vad hag ar vad evit an droug ; ar sklerijen evit an denvalijen hag an denvalijen evit ar sklerijen. Lavaret d’ezan ar wirione hag e kredo e ret gwap anezan :


Ar wirione a zo kasaüs
D’an neb a zo kablus.

IV. — Ar pec’her a zo dallet, ha dre forz chom en tenvalijen ar pec’hed, e teu da galetât ouz an droug.

A dam da dam e teu hag e kav bihanoc’h droug ar pec’hed ; a dam da dam e teu ha ne gav droug ebet ken er pec’hejou brasan ; a dam da dam e teu hag e tenn lorc’h, zoken, eus an droug a ra.

N’en deus aon ebet ken na rak Doue, na rak den, na rak maro, na rak ifern ; netra n’hen spont ; netra ne ra d’ezan krenan.

Arabad eo d’imp lezel tenvalijen euzus ar pec’hed da galetât hon c’halon, rak war-lerc’h ar galeter a galon e c’hoarve ar maro fall a stlap an den en ifern, lec’h ma vezo desket d’ezan, evit mat, pegen bras droug eo ar pec’hed.