hent ar zilvidigez. Mat eo ive he c’huzan en dilhad ar bec’herien reuzeudik, ma vefont gonezet d’an Otrou Doue.
An neb a zoug eur vedalen vinniget, hag a deu, da vihanan eur wech er zun, pe da lavaret eur chapeled, pe d’ober katekiz d’ar vugale, pe da rei eun aluzen d’eur paour, pe da glevet eun oferen, a c’hall gonid eun induljans eus e holl bec’hejou, d’ar goueliou bras en enor d’Hon Zalver, d’ar Werc’hez ha d’an Ebestel, gant ma vezo bet o kovez hag o kommunian, ha gant m’en devo pedet evit ezommou an Iliz
akez de la Marca a oa ganet er bla 1391, en Monte Brandone, en Itali, a dud paour mes kristen. Galvet a oe Dominik d’e vadeziant, abalamour ma teuas war an douar d’ar zul, da ze an Otrou : dies dominica.
Koll a reas abred e dud, mes eur eontr beleg a zigemeras anezan en e di, hag a roas d’ezan e gentan kenteliou latin. Goude-ze e kasas anezan d’ober e studi da Askoli, hag ac’hane da Berouz. Eun doktor a oa anezan benn e teuas d’ar gêr. Da bemp bla warn-ugent, ar 25 a viz gouere 1416, e wiskas saë sant Fransez en manati Itron-Varia an Ele, hag e kemeras hano an abostol sant Jakez oa e ouel en de-ze.
Bezan en devoa eleiz a vertuziou, mes evel a lavar sant Bonavantur, gouzout a reas o miret en arc’h e galon, gant alc’houe an humilite.
Ne zebre tamm kig ebet ; eun tamm bara hag eun nebeut louzeier oa e holl vevanz. Bemde en em skourjeze betek ar gwad, hag epad triouec’h vla e tougas eur saë reun. Yun a rê epad seiz koaraïz bep bla, ar pez ne viras ket outan da vont en tu-hont da bevar-ugent vla.
Da nao bla warn-ugent, e oe beleget hag en em reas, evel ma lavare alïes, « Hader komzou Doue ».
Goût a rê ken brao an tu da lakat ar bec’herien da