Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/824

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
824
27 Du
ar vedalen mirakulus

en iliz Sant-Andre delle Fratte, d’en em glevet gant ar veleien diwar-benn enterramant an ôtrou de la Ferronnays, a dlee bezan grêt en de war-lerc’h, p’en em gavas gant an otrou Ratisbonne. O daou ec’h ejont asamblez en iliz, hag an ôtrou de Bussière a bedas e vignon da c’hortoz anezan keit ma vije oc’h ober e dro en ti ar veleien. Pa zizroas, dek pe daouzek minut goude, e klaskas an ôtrou Ratisbonne, ha sebezet e chomas pa welas anezan en chapel Sant-Mikêl, daoulinet, an daerou en e zaoulagad. Dal ma welas Alphons Rastibonne an ôtrou de Bussière, e lavaras d’ezan : « Kaset ac’hanon elec’h ma kerfet ! Goude ar pez am eus gwelet e renkan senti. » Hag e tennas eus e vruched ar vedalen a zouge pevar devez a oa war e galon, hep gouzout ar c’halloud he devoa, hag o vezan poket d’ezi e lavaras : « Nag eo mat an Otrou Doue ! Ah ! ar re ne gredont ket a zo truezus o doare. E oac’h o paouez mont diganin, pa oen souden spontet ; an iliz, en eun tôl, a deuas da vezan tenval, ha ne welen mui netra nemet eur sklerijen vras o tont diouz chapel Sant-Mikêl ; hag en kreiz ar sklerijen-ze, ’us da ôter an arc’hel, ar Werc’hez Vari o ’n em ziskouez d’in, bras ha skedus evel m’eman war ar vedalen. Eun nerz ha ne oan ket evit enebi outi he deus ma c’haset trezek d’ezi. Ober a reas sin d’in da vont war ma daoulin, hag an êr he devoa da lavaret d’in : « Mat eo ! » Komprenet am eus petra oa en gortoz diganin. Eun nebeut deveziou goude, ar Judev yaouank a oa badezet. Gregor XVI a lakas ober eun enklask war e gonversion, ha d’an 3 a vezeven 1842, ar c’hardinal Patrizzi a zisklerias he devoa grêt ar Werc’hez Vari eur mirakl evit distagan Alphons Ratisbonne ken buhan diouz ar relijion judev, hag e lakat da heuilh ken mat ar relijion gristen.

Dre eur gemennadurez douget gant Leon Xlll, an 23 a viz gouere 1891, e oe savet, evit bezan grêt bep bla, d’ar 27 a viz du, eur gouel en enor d’ar vedalen mirakulus, evel ma oa unan en enor d’ar skapular hag eun all en enor d’ar rozêra.

————


KENTEL


Dougomp ar vedalen mirakulus


Ar vedalen mirakulus a zo he flas en kerc’hen ar beleg hag en hini ar zoudard ; en hini ar bugel hag en hini an den en oad. Ar misioner a stag anezi ouz bodou an hent, er broiou mac’h a d’embann ar fe, evit ma chacho an eneou, hep goût d’eze, war