Ar gristenien a deuas da gerc’hat anezan ac’hane hag a zebelias anezan, gant enor ha lid bras, en bered Kallist.
Divezatoc’h, ar pab Damas a reas eur skrid war e ve, en gwerziou latin. Divezatoc’h c’hoaz, relegou Tarsisius a oe kaset eus a vered Kallist da iliz-veur Sant-Sixt ha Santez-Sesilia, ha diskennet en be ar pab sant Zephyrin ; erfin, en amzer ar pab Pôl I, e oent douget da iliz Sant-Silvestr in capite.
Ober a rêr hirie ive gouel santez Katel, patronez an Doktored, merzeriet en Alexandri en kantvejou kentan an Iliz.
Sant Tarsisius eo skouer ar c’hristen yaouank a vir hag a zifenn ar vue Doue a zo bet laket ennan da ze e vadeziant.
I. — Hon c’horf ne dalv netra nemet dre ar vue den a zo ennan. Kerkent ha mac’h a ar vue-ze anezan, e ve mall e guzan en douar, gant aon na rafe rukun d’unan bennak.
Hon ene, kennebeut, ne dalv netra nemet dre ar vue Doue a zo ennan. Ma n’en deus ket ar vue-ze, an Ele mat a dec’ho dioutan, ha Doue a zizroio diwarnan e zaoulagad binniget.
Lazan ar vue den, en eur c’horf, a zo spontus ; n’eo netra, koulskoude, e kichen lazan ar vue Doue en eun ene.
II. — Bue Doue eo brasan tensor a c’hall an den dougen war hent ar vue-man ; gwasan zo, e toug anezan en eur pod pri, bresk an danve anezan.
Bue ar c’horf a goller buhan ; eun toull er pennn, eur freg er galon a zo awalc’h eviti d’en em zilan er-mêz, ha nemet ha Doue a deurvezfe he lakat da zizrei, eur wech kollet, eo kollet da vat evit ar bed-man. N’eus hano nemet eus a dri den hag a vije laket gant Jezuz-Krist da zevel eus a varo da veo. Mes diniver eo an eneou en deus laket bue Doue da zizrei enne. Ha mat eo vefe an treo en doare-ze. Rak ma koller buhan bue ar c’horf, hini an ene a goller buhanoc’h c’hoaz. Eur c’hoant direiz, eur garante fall a zo awalc’h evit he lazan.
Bezomp eta war evez, ha sellomp mat pelec’h bale.
III. — N’eo ket awalc’h d’imp miret ar pez a zo bet fiziet ennomp : red eo d’imp ive hen lakat da greski. Ar vue a gresk en hon izili, dre ma labouromp gante, ha dre ma vagomp aneze.
Ar vue a gresko en hon ene bep ma rofomp tro d’ezi da greski, dre hon oberou mat, dre hon fedennou c’houek ha, dreist-oll, dre hon c’hommunionou santel.
Ma lakomp Doue da drei ac’hanomp ennan, o tostât ervat hag alïes ouz tôl ar Zakramant, e teufomp ha n’hallo netra bezan trec’h d’imp.