orz-Mauris a zo eur gêr eus a eskopti Albenga, en Itali-Uhelan. Eno e teuas er bed Leonard, an 20 a viz kerdu 1676. Hanvet a oe Pôl-Jerom d’e vadeziant. E dad, eur c’habiten war vor, a gemeras kalz evez d’e zevel ha d’e gelen ervat.
Da eiz vla, Pôl-Jerom a lavare bemde e rozêra. Bodan rê ive bugale e oad endro d’ezan ; mont a rê gante en prosesion, hag en dizro e rê d’eze eun tammik prezegen.
Da zaouzek vla ec’h eas d’ober e studi da Rom, ha d’e vla warn-ugent e wiskas saë sant Fransez en manati Ponticelli. Neuze e kemeras an hano a Leonard, dre anaoudegez vat evit unan eus e gerent, an evoa roët lojeiz d’ezan, eur pennad, en Rom.
Ne oa c’hoaz nemet avieler, pa oe grêt d’ezan prezek, epad ar c’hoaraiz, evit ar wech kentan.
« Leonard, a lavaras unan bennak eus ar re hen c’hlevas neuze, a vezo trompilh skiltrus an Aviel. Lakat a ray eleiz a bec’herien da zizrei war hent ar zilvidigez. »
Nebeut goude e oe beleget.
Gwasan oe, e krogas ennan neuze eur c’hlenved didrue, a gasas anezan betek pal ar maro. Kaset a oe da Napl evit kaout êr yac’h ar mor, mes ne wellae tamm ; kaset a oe d’e vro, mes ar paz a greske bepred, ha ne oa netra ken anezan nemet ar relegou.
O welet n’en devoa pareanz ebet da c’hedal digant medesined an douar, en em droas ouz re an nenv, hag e prometas en em rei d’ar misionou ma teuje d’ezan ar yec’hed. Ar yec’hed a deuas, ha Leonard a oe abostol an Itali. Redek a reas anezi eus an eil penn d’egile, hag ouspen eur wech, hag e gomzou a reas vad en pep lec’h.
Eun devez ma oa en Rom, e welas eun den o vont d’e heul en eur huanadi ; dizrei a reas warnan ha goulenn a reas digantan perak oa ken glac’haret.
— Ma Zad, eme ar paourkez den, gwelet a ret en harz ho treid ar brasan pec’her a zo war an douar.