Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/818

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Sant Tarsisius


Pempvet devez warn-ugent a viz Du


SANT TARSISIUS
Kloareg ha merzer (***-257)



Valerian, impalaer Rom (254-260, goude bezan bet tuet mat en kenver ar gristenien, a gasas eur gemennadurez en o eneb, er bla 257.

Neuze eo e varvas an avieler bras sant Laurans hag ar c’hloareg yaouank Tarsisius.

Heman a veze en kuz o kas an Otrou Doue d’ar re ne vezent ket evit dont d’an oferen. Eun devez ma oa o kerzet war hent Appius, en em gavas gantan eun toullad soudarded a renke bezan o tiwall dor katakomb Kallist. Koach a rê, gwellan m’halle, ar Zakramant meulet ra vezo, mes e gerzed skanv, e zaoulagad skedus hag e zioujod ru, kement e tride e galon gant ar garante, a ziskuilhas d’ar baganed e oa an Otrou Doue gantan.

Dioustu e sailhjont warnezan hag e c’hourc’hemennjont d’ezan rei d’eze ar pez a zouge. Tarsisius a nac’has a-grenn teurel e Zoue da chas kounnaret, hag o vezan kroaziet e zivrec’h war e galon, e tifennas gwellan m’hallas e densor. Ar zoudarded a glaskas dispakan daouarn an den yaouank, mes kaer o devoe, n’halljont ket hen ober ; neuze, a dôliou skourje hag a dôliou mein, e lazjont anezan war an hent. Pa o devoe grêt o zorfed, e klaskjont gwelet petra oa gant ar merzer ; mes kaer o devoe adarre trei ha distrei e zilhad. ne gavjont netra.

Unan a zaou a oa c’hoarvezet, pe Jezuz-Krist en devoa miret ouz daoulagad ar baganed da gouezan war an hosti santel, pe êt oa da vagan ha da gennerzi ar merzer yaouank evit ar stourmad kalet en devoa bet da c’houzanv. N’eus forz penôs, ne gavjont netra eus a zakramant an ôter ; sebezet o welet kemend-all, e kemerjont an tec’h hag e lezjont ar c’horf, beuzet en e wad, war an hent bras.