Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/817

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
24 Du
817
sant yan ar groaz


————


KENTEL


An droug a ra ar pec’hed d’an den en e ene


Daoust pegen bras eo ar gaou a ra ar pec’hed ouz korf an den, n’eo netra en kichen an hini a ra ouz e ene.

I. — An ene, dre ar vadeziant, a deu bue Doue ennan. Doue hen kar, n’eo ket evel ma kar eur skrivanier al levr en deus savet, mes evel ma kar eun tad ar mab a zo henvel outan. Eun den badezet hag a zo gwenn saë e vadeziant a zo, evel pa lavarfen, gwad Doue o redek en gwazied e ene ; ha pa bed, ha pa glemm, gwad Doue eo a bed hag a glemm ; hag abalamour da ze, Doue a glev dioustu ar pedennou hag ar c’hlemmou-ze.

II. — Gras Doue a ro d’imp eur gened dispar, ha pa deu da skedi en hon daoulagad ha war hon zâl, e renker lavaret e weler warnomp eul loden eus gened Doue e-unan. Gened ar zent a zo ken bras mac’h eo eun dudi gant an Otrou Doue sellet outi : « O ! quam pulchra est ; oh ! nag eo kaer, emezan, eneou an dud salvet ! » An dôlennerien vrudetan, pa renkent livan pennou ar zent war o lien, a lavare oa red bezan sant e-unan arôk bezan goest d’ober al labour-ze en eun doare dereat.

Dre ar pec’hed marvel, avat, an ene a goll e c’hras ; labeet a ve e c’hened ; dichadennet a ve e dechou fall ; n’eo mui nemet dizurz ha loustoni ; rukun a ra d’an Otrou Doue.

Doue, evel a lavar sant Augustin, eo mammen ar vue, fons vitœ, ha bezan eo d’an ene ar pez m’eo an ene d’ar c’horf ; evel ma ve maro ar c’horf, pa ne ve ket unanet gant an ene, evelse ive an ene a ve maro, pa ne ve ket unanet gant Doue.

Ar bec’herien a ya hag a deu : seblant o deus da gaout bue ; en gwirione int maro. O c’horfou ne zervijont ket c’hoaz da vagadurez d’ar prenved, mes o eneou a zo gouliet, mouget ha lazet ; daoulagad o c’horf n’int ket serret c’hoaz ouz sklerijen an de, mes daoulagad o ene a zo serret ouz sklerijen ar c’hras ; o zud ne gemeront ket c’hoaz o dilhad du d’ober kanvou d’eze, mes o êle mat a ouel, hep paouez, o welet ar stad reuzeudik m’int kouezet ennan ; o welet o deus kollet ar meritou o devoa gonezet dre o fedennou birvirdik, o c’hroaziou gouzanvet a galon vat, hag o oberou santel grêt abalamour da Zoue ; o welet o deus kollet o gwiriou war heritach ar baradoz. N’eo ket souezus eta gwelet ar zent o tec’hel diouz ar pec’hed ken piz ha ma reont.