Pa oe kaset da Salamank d’ober e studi da vont da veleg, e kreskas c’hoaz e binijennou : en em skourjezan rê kalet ; dougen a rê bepred eur chaden-houarn endro d’e ziouc’hroazel. Evel se e teue a benn eus e gorf hag eus e dechou fall. Da bemp bla warn-ugent e oe beleget ; pa oa gant e oferen gentan, Jezuz a lavaras d’ezan : « Kerz, labour evit ma gloar, ha me a roio d’it kement a c’houlenni diganin. »
Bezan oe unan eus an eneou kaeran ha santelan a dôlas o sklerijen neuze en Iliz an Otrou Doue. Dont a reas c’hoant d’ezan da vont en Urz ar Chartreuzed, mes war ali santez Thereza, e chômas da rei an dorn d’ezi da lakat menec’h Karmel da heuilh reolen goz o Urz, evel ma rê dija eleiz eus al leanezed.
Sevel a reas eur manati en Durvelo.
Ken bras oa e garante evit an Otrou Doue ma veze gwelet a-wechou eur gurunen lugernus endro d’e benn ; burzudus oa ive e garante evit ar beorien, ar glanvourien hag ar bec’herien ; leun oa a deneredigez evit e enebourien ; bepred e rente d’eze ar vad evit an droug.
Miret a rê ar baourente ; en e beniti ne oa nemet eun dôlen baper, eur groaz grêt gant brouan hag eur gwele dister.
Izel oa a galon ha prest bepred da zizfiout anezan e-unan.
Eun devez, Jezuz a c’houlennas digantan peseurt rekompans en dije evit bezan gouzanvet ha labouret evitan evel m’en devoa grêt. Yan ar Groaz a respontas d’Hon Zalver : « Gouzanv c’hoaz, Otrou, ha kaout dismegans abalamour d’ec’h. »
Bezan en devoe e c’houlenn, rak tamallet a oe en gaou ; heskinet a oe en pep doare ; torret a oe eus e garg ; pell amzer e chômas hep tanva an disteran plijadur en servij Doue, hag an drouk-spered hen tente hep paouez. Kaout a rê d’ezan gwelet an ifern digor d’e lonkan. Yan ar Groaz ne fallgalonas ket ; derc’hel a reas mat d’e bedennou ha d’e binijennou, hag erfin, ar peuc’h a deuas en e ene, hag e vreudeur a anavezas e zantelez.
Goude bezan gwellaet kalz Urz Karmel, Yan ar Groaz a varvas, ar mousc’hoarz war e vuzellou, ar 11 a viz kerdu 1591, oajet a nao bla ha daou-ugent.
Beneat XIII a lakas e hano war roll ar zent, ar 27 a viz kerdu 1726.