Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/815

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
23 Du
815
sant klemant

templou a oe diskaret ; koajou sakr ar baganed a oe troc’het.

An neventiou-ze a ’n em gavas da vont betek diskouarn an impalaer. Eun ofiser a yeas, en e hano, da welet petra oa a wir er pez a lavared. Lazan ’reas eun niver bras a gristenien, mes o welet e kerzent laouen d’ar verzerenti, e teuas da skuizan, hag e klaskas lakat Klemant da ginnig ezans d’an doueou. Evel ne felle ket d’ezan senti, e roas urz da stagan eun heor ouz e c’houg ha d’hen stlepel war e benn er mor.

Kement-se a c’hoarvezas er bla 97.

————


KENTEL


Levr ar familh


Sant Klemant a gargas seiz skrivanier da zastum Oberou ar Verzerien, hag evelse hon deus an dudi da gaout breman e hon daouarn, bueou ar zent a skuilhas o gwad evit Jezuz-Krist adalek kantvejou kentan an Iliz.

Perak ne rafe ket ive ar mab pe ar verc’h, en pep tiegez, ar pez a c’hallfed hanvan levr ar familh ? Laket a vije ennan kement tra vras a c’hoarve war-dro an ti : an eureujou, ar badezianchou, ar paskou kentan, an darvoudou trist ha laouen, ar c’hlenvejou, gourc’hemennou divezan eun tad pe eur vamm war o zremenvan.

Eno an neb en dije eun tamm ijin a c’hallfe hen diskouez. Goude bezan dalc’het ar bluen epad ugent vla, ar mab o tiskregi a rofe anezi d’ar mab-bihan, hag a benn ma vije bet, an eil war-lerc’h egile, pemp pe c’houec’h skrivanier, al levr a vije teo ha presius.




Pevare devez warn-ugent a viz Du


Sant Yan ar Groaz
Eus a Urz Karmel (1542-1591)



Ar zant-man a oa ganet er Spagn, er bla 1542. Abred e teskas karet ar Werc’hez, ha dre zevosion eviti e wiskas, d’eur bla warn-ugent, saë menec’h Karmel Medina-del-Gampo.

Reolen goz an Urz, kalz strisoc’h evit an hini neve, a gouezas eun devez etre e zaouarn, ha gant ôtre e superiored, en em lakas da heuil anezi pen-da-ben.