Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/814

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
814
23 Du
sant klemant


Trede devez warn-ugent a viz Du


SANT KLEMANT
(Pab ha merzer 88-97)



Klemant eo ar brasan eus ar pabed a azezas war Gador sant Per epad daou gantved kentan an Iliz. Ober a reas abred anaoudegez gant sant Pôl, ha heuilh a reas anezan dre ar bed evit gonid tud da Jezuz-Krist.

An abostol bras, en unan eus e lizeriou, a lezhanv anezan e genlabourer, hag a lavar eo unan eus ar re a zo merket o hano war levr ar vue. Da varo sant Anaklet, e kemeras stur an Iliz.

En e amzer, e savas tabut etre kristenien Korinth, evel m’oa bet savet c’hoaz en amzer sant Pôl. Pedet da lakat ar peuc’h, Klemant a skrivas da Gorinthiz eul lizer kaer hag a zo deut betek ennomp : « Red eo d’ar gristenien, emezan, senti ouzo beleien : Jezuz-Krist hen goulenn. Pep-hini a dle chom er renk m’eo laket gant Doue ; an hini a zo krenv a dle harpan an neb a zo dinerz ; an neb a zo dinerz a dle doujan an neb a zo krenv : ar pinvidik a dle sikour ar paour, hag ar paour a dle binnigan Doue, dre ma tôl plê war e holl ezommou. An den fur a dle diskouez e furnez, nan dre e gomzou, mes dre e oberou. An den humbl ne dle kammed komz anezan e-unan, nag embann kement a ra. Arabad d’an neb a zo glan tennan lorc’h eus e c’hlanded, rak n’eo ket dre e nerz e-unan e c’hall en em viret diouz an droug. Ar re vras n’hallont ket tremen heb ar re vihan, nag ar re vihan heb ar re vras. En korf an den, ar penn n’hall netra heb an treid, nag an treid heb ar penn. Ar c’horf n’hall ket tremen heb ar re vihanan eus e izili. »

Urz a renk bezan, evit pez a zell ouz treo ar c’horf ; evit pez a zell ouz treo an ene eo memes tra. An eskibien hag ar veleien a zo en penn an Iliz, ha d’ar gristenien eo senti oute.

Klemant a oe tamallet eun devez dirak prefed Rom, hag an impalaer Trajan a roas urz da harlui anezan er C’hersonez, en tu-all d’ar mor du.

Ar pab santel a gavas eno daou vil kristen kondaonet, pell a oa, da dennan marbr eus ar mengleuziou. Klemant a frealzas aneze, hag ar vrud eus e zantelez a yeas dre ar Vro. Eleiz a c’houlennas ar vadeziant. Ilizou a oe savet ;