Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/81

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
27 Genver
81
sant yan krysostom


Bep gwech ma veze ezom, ar wirione a ziskenne eus e gador, da skei war an dizurz ; gwaz a ze d’an hini a vije glazet ganti.

An impalaerez Eudoxia, hag a oa eur plac’h kalz re droet da zastum madou, he devoa kemeret tra he nesan enep pep gwir. Krysostom he gourdrouzas. Ar brinsez, kounnaret, a lakas e harlui. Mes Konstantinopliz en em zavas da zifenn o arc’heskob, hag an impalerez, o welet pegen fall e troe an treo, a skrivas eur ger d’ober d’ezan dizrei.

Pa oe gwelet o tiskenn eus al lestr an evoa e gaset da bell-bro, pobl Konstantinopl a-bez, kristenien, paganed, judevien hag all, diredet d’ar porz-mor d’e ziarben, a ouelas gant ar joa, a zaoulinas da bokat da veven e vantel, d’an trêz e oa warnan roudou e dreid, hag hen dougas etre o divrec’h ha war o c’halonou betek kador-brezeg e iliz-veur, elec’h ma oad en zonj da gât digantan eur gomz bennak.

Ar peuc’h ne badas ket pell. Eur skeuden arc’hant en enor da Eudoxia a oe savet war al leur-gêr, dirak an iliz, gant goueliou leun a zismegans, da goulz an ofisou. Ar zant, heb aon rak ar pez a c’halle digouezout gantan, a bignas er gador da gomz en eneb. An impalaerez, raktal, a reas da Arkadius, he fried, harlui an arc’heskob evit an eil gwech, pellan ma c’halljed diouz ar rouantelez.

Heman a dec’has e-kuz diouz kêr, gant aon da zichadennan kounnar ar bobl. Mervel a reas war hent an harlu, d’ar 14 a viz gwengolo 407. E c’her divezan a oe : « Ra vezo meulet Doue en pep tra ! »

D’ar 27 a viz genver 438, e oe douget e relegou da Gonstantinopl. Breman e virer aneze en iliz Sant-Per, en Rom, war an ôter a zoug e hano.

————


KENTEL


Ra vezo meulet Doue en pep tra !


O tizrei eus an harlu, Krysostom a roë d’e bobl ar gelennadurez kaer-man, a c’hallomp hon unan tennan hon mad diouti :

« Petra lavarin d’ac’h ? emezan. Peseurt geriou a c’hallan lakat da gouezan eus ma genou ? "Ra vezo binniget an Otrou, eus an eil kantved d’egile" !

» Ar gomz-ze a lavaris o kimiadi diouzoc’h, ar gomz-ze a lavaran p’en em gavan adarre en ho touez, d’ar mare ma sonjen an nebeutan. Ar gomz-ze, n’am eus ket paouezet da lavaret anezi war hent an harlu : "Ra vezo binniget an Otrou, eus an eil kantved d’egile" !

» Ar gomz-ze am oa lezet ganac’h, evel eul louzou da lakat war ho kalonou gouliet, hag he digas a ran d’ac’h adarre, evel eur c’hân a drugare.