Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/82

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
82
27 Genver
sant yan krysostom


» Dishenvel eo an doareou m’en em gavomp enne ; henvel eo ar c’hân a strink eus hon c’halonou. Binnigan ren Doue en harlu ; dizroet d’ar gêr, hen binnigan adarre.

» Ra vezo binniget an Doue an eus kavet mat e vijen tôlet pell diouzoc’h ! Ra vezo binniget an Doue an eus kompezet an hent d’in da zizrei davedoc’h !

» Ra vezo binniget an Doue an eus dichadennet an avel-stourm ! Ra vezo binniget an Doue an eus grêt d’an avel-ze kouezan !

» Oh ! ma c’halljen deski ac’hanoc’h da lavaret bennoz da Zoue en peb amzer !

» Binniget anezan en ho poaniou, evit m’o berrao. Binniget anezan en hoc’h eurvat, evit ma pado ! »




Eizvet devez warn-ugent a viz Genver


SANT JULIAN
Kentan Eskob ar Mans ( ***-117)



Julian a oa ginidik eus a Rom hag a oe digaset, en blaveziou divezan ar c’hantved kentan, da brezek ar fe en kêr ar Mans ha war ar mêziou tro-war-dro. An enor an evoe da vezan kentan eskob ar c’horn-douar-ze.

Bro-C’hall, pa deuas enni, a oa dindan galloud impalaered Rom ; mes n’eo ket anat o deve an otroned a c’houarne en o hano ar Mans, klasket miret ouz Julian da embann endro d’ezan relijion Jezuz-Krist.

Muioc’h a boan an evoe o tont a benn eus an drouized, beleien goz ar C’hallaoued, o devoa deskadurez war gant ha kant tra, karante evit ar vro, stourmet m’o devoa eviti da viret ouz impalaered Rom d’he c’habestran, hag a oa gwell arru mat gant ar bobl abalamour da ze.

Ober a rent o lidou pagan en dônder ar c’hoajou bras, en kreiz eur mor a dud.

Daou dra, koulskoude, a lakas diskibien au drouized da welet gwirione ar relijion neve : karante ar gristenien an eil evit egile, hag ar burzudou kaer a rê Doue war bedennou an eskob santel ; rak Julian a roë ar yec’hed d’ar re glanv, ar gweled d’ar re dall hag ar vue, zoken, d’ar re varo.

Eun devez, e tigouezas gantan eun niver bras a baganed a oa o kas d’ar be korf eur pôtr yaouank, e hano Jovinian, brudet en o zouez. Ar zant a gomzas ouz tad an