vla, kristenien Konstantinopl hen c’hemeras, dre laer, digant kristenien Antioch, d’ober o arc’heskob anezan.
Konstantinopl oa kêr-benn ar sav-heol en amzer-ze. An impalaer Arkadius hag e bried, an impalaerez Eudoxia, a oa war an trôn. Dal m’en em gavas Yan etouez e bobl neve, e karas anezan eus e holl galon, hag e oe karet gantan evel eun tad. Eun tad a oa, en gwirione, evit an holl.
Didrue oa evitan e-unan. Dalc’h-mat e veze gant ar boan-benn hag alïes gant an derzien ; koulskoude, ne gouske nemet ter pe beder heur bep noz ; ne zebre nemet eur pred bemde, d’abarde ; diskuiz ebet ne gemere, nemet eur gwalc’h d’e gorf, beb an amzer, pe eur bale, en eur gomz gant eur mignon bennak. War-dro e di ne zispigne nemet nebeutan m’halle ; an arrebeuri ennan a oa eus ar re disteran ; eun dôlen hepken, hini sant Pol, a gare kalz, a oa ’us d’e dôl-labour. Seul-vui oa kalet outan e-unan, ha seul-vui e oa mat ouz e bobl ; rei a rê bara d’ar re o devoa naon, dilhad d’ar re a oa paour, kalon d’ar re a oa enkrezet. Ar brizonierien a lake etre e zaouarn paperou o frosez hag a gemere anezan da advokad ; an dremenidi a skoe war e zor da c’houlenn lojeïz ; an dud gwasket gant dle a yee d’e gaout ; e yalc’h, goullonteret bemde gant an aluzen, a veze leuniet bemde gant karante an dud vat.
En Konstantinopl, e oa d’ar mare-ze 50.000 den reuzeudik, hep ti nag ôz. An arc’heskob a lakas sevel evite muian ma c’hallas a hospitaliou. Intanvezed santel a roë an dorn d’ezan evit e oberou a drugare. Lakat a reas en o fenn Olympiada, a vije lavaret diouti : « An impalaerez Eudoxia, a deu betek d’ezi meuleudiou ar bed holl ; mes an intanvez Olympiada a glev klemmou ha bennoziou ar bed holl. »
Preder a gemere da lakat e veleien da gelenn o farousianiz, kenkoulz dre o oberou evel dre o c’homzou.
E-unan e prezege d’e bobl, alïesoc’h evit bep sun, awechoù bemde, ha pa bigne er gador, an dud a veze a verniou en iliz. E galon a oa eun eienen a gomzou aour a strinke eus e c’henou, hag a eve gant dudi ar re a veze ouz e selaou.
En e di, ne oa ket troet da gomz kalz, koulskoude ; mes p’en em gave dirak e bobl, n’en devoa nemet digeri e c’henou evit bezan an den ar muian helavar a c’halljed da glevet. Herve Bossuet, n’eus ket bet, zoken, en Iliz, prezeger ebet biskoaz kouls hag hen ; abalamour da ze, oa lezhanvet gant Konstantinopliz Krysostom, da lavaret eo, Genou-aour.