Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/803

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
18 Du
803
sant vodez

deuas Jezuz-Krist war an douar, e oa tud desket war dreo ar bed man, meur a hini ; mes ma oant desket, e virent evite o deskadurez. Kaout a rênt ar bobl re azen, da goll amzer d’e gelenn. N’eo ket evelse o deus grêt ar veleien : mar o deus pouezet dreist pep tra, war ar skianchou sakr a zigor prenestr war ar bed-hall, n’o deus ket grêt a fae war skianchou ar bed-man, rak an holl skianchou a gas da Zoue, pac’h êr betek penn gante. Rannet o deus etre ar bobl ar pez a ouient.


Pa darz sklerijen goulou-deiz,
’C’hoarz kalon mab den en e greiz.

El lec’h m’eman ive ar veleien, eo laouen bevan ha laouen mervel.



Naontekvet devez a viz Du


SANTEZ ELISABETH
Intanvez (1207-1231)


Santez Elisabeth
Santez Elisabeth


Elisabeth, gloar Trede-Urz sant Fransez, a deuas er bed er bla 1207. Merc’h oa da Andre, roue ar Hongri, ha da Jertrud Merani.

Adalek he bugaleach e teuas da zoujan an Otrou Doue, ha dre ma kreske he oad, e kreske he furnez. Da bevar bla, e oe prometet da Loeiz, mab Herman, duk Thurenj, ha kaset a oe raktal da di he zud kaer. Nao bla goude, e oe grêt o eured gant lid bras, en kastel Warzbourg. En em garet a rejont herve Doue, hag an Ele mat a chome en o c’hichen.

Loeiz a oa maro e dad pevar bla oa. Setu ma ’n em gave, daoust d’e yaouankiz, en penn unan eus dukachou kaeran an Alamagn. Bezan e oe, en gwirione, eur prins kristen. Karet a rê ar justis ; kastizan ’rê ar re a zizente ouz lezennou ar vro ; pellat a reas diouz e lez ha terri reas eus o c’hargou ar re a waske ar bobl, hag a oa kalet ouz ar beorien.