Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/804

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
804
19 Du
santez elisabetn

Rei a rênt an eil d’egile, evit kerzet primoc’h war hent ar zantelez. Daoust pegement e kare Elisabeth he fried, n’ankouae ket oa hen ar penn, evel m’eo Jezuz-Krist penn an Iliz, ha senti a rê outan.

Dindan he dilhad kaer, e touge bepred eur gouriz reun ; bep gwener ha bemde epad ar c’hoaraïz, e lake he skourjezan ; bepred e veze laouen, ha lavaret a rê eus ar re a gemer eur penn tenval p’en em lakont da bedi : « C’hoant o deus da spontan an Otrou Doue, sur awalc’h ; perak ’ta ne roont ket d’ezan, a galon vat, ar pez a c’hallont ? »

Karet a rê ar beorien, hag he-unan e neze gloan d’ober dilhad d’eze.

Tudigou paour diwar ar mêz a deuas eun devez d’en em glemm d’ezi, dre ma oa bet laeret o loened d’eze gant servijerien an duk. Pignal a reas dioustu da di he fried, hag e lakas restôl ar pez a oa bet laeret, ha goude e lavare : « An dud kez eo bet rentet d’eze o loened, mes piou a rento d’eze o daerou ? »

Eun devez ma oa o tiskenn eus he c’hastel, o vont da gas d’ar beorien, en he mantel, bara, kig ha treo-all evelse, en em gavas gant he fried. Heman a c’houlennas outi : « Petra zo ganec’h aze ? » Digeri reas he mantel : eur vriad roz ru ha roz gwenn, ne oa ken ebarz. Ha koulskoude e oa neuze en kreiz ar goanv.

An dud lor a gare, dreist an holl dud reuzeudik-all. O vezan kavet unan gant ar c’hlenved-ze, hag e save ar galon outan, e kemeras anezan en he c’hastel, e troc’has e vleo hag e louzaouas e benn, gant kement a garante ha ma vije bet mab d’ezi.

Eur wech, an duk a oa bet oc’h ober eun tammig tro : pa deuas d’ar gêr, tud e lez a lavaras d’ezan :

— An dukez aze a gaso ac’hanoc’h da baour.

— Petra, eme ar prins, gwerzet he deus douarou an dukach ?

— Oh ! nan ! emeze.

— Mat ! neuze lezet anezi d’ober he fenn. He aluzennou a denno bennoz Doue warnomp.

D’an 11 a viz gwengolo 1227, an duk Loeiz a varvas en Otrant, en eur vont d’ar brezel d’an Douar-Santel. War e dremenvan, e kargas ar re a oa war e dro da gas e gomzou hag e gimiadou divezan d’an dukez vat, e bried.

Dal ma tigouezas en Turenj ar c’helou eus ar maro-ze, Elisabeth a oe stlapet er-mêz eus he c’hastel gant he breur-kaer. Hi, merc’h eur roue ha pried eun duk, a oe gwelet neuze o tiskenn da Eisenach, eur c’hrouadur daou