Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/802

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
802
18 Du
sant vodez

dennas en eun enezen goue, eul leo bennak diouz an douar bras. Den ebet n’en devoa gallet c’hoaz chom en enezen-ze, kement a amprevaned lous a oa ebarz. Modez a reas ar rins warneze, hag a zavas eun tammik ti-bidi gant eur peniti en kichen.

Kaer en devoa bet tec’hel pell diouz an dud, c’houez vat e zantelez a reas d’ar bobl kaout e roudou, ha meur a hini a yeas da vevan dindanan, da zeski gantan hent ar baradoz. Sevel a rejont o fenitiou tro-war-dro d’e hini, disparti an eil diouz egile. En kichen, e savjont ive eun iliz, ha pa oe peurachu, an abad santel a bedas holl eskibien Breiz da zont d’ober gouel he dedi.

Tra souezus, peniti sant Vodez, daoust d’an amzer fall ha d’ar c’hantvejou niverus a zo tremenet warnan, a zo c’hoaz en e zav ; grêt eo en men, mogeriou, toen hag all. Hanvet eo dre ar vro Forn-Vodez, abalamour m’eo savet evel eur forn. C’houec’h metr uhelder a c’hell kaout, ha daouzek pazen a zo da bignal ebarz. Eno e tremenas Modez ar rest eus e vue, o ’n em zantelât e-unan, hag o santelât muian m’helle, kement hini a deue d’hen darempredi.

O vezan kouezet klanv, e c’hourc’hemennas start d’e venec’h derc’hel da garet mat an Otrou Doue, ha goude bezan bet e zakramanchou, e tremenas en peuc’h, e zaou-lagad o paran war groaz Hon Zalver.

Sebeliet a oe e gorf en iliz an enezen. Doue an eus embannet e c’hloar dre galz a viraklou.

Tri-ugent iliz pe chapel a zo bet savet en Breiz-lzel en enor da zant Vodez ; goude sant Erwan, n’eus ket eur zant hag a vefe pedet muioc’h gant Breiz-Izeliz.

————


KENTEL


C’houi eo sklerijen ar bed


Ar veleien, eme Hon Zalver Jezuz-Krist, eo sklerijen ar bed ; arôk ma oant deut, pesort sklerijen a oa e-touez an dud ?

Gouzout a rêr bevan marteze ; mes n’ouzer ket mervel, ha mac’h afe ar veleien eus ar vro-man, e parfe warnezi adarre eun denvalijen kalz euzusoc’h eget an hini a gavas sant Vodez, hag hon zent koz all, pa deujont aman da embann ar fe.

Ar veleien eo sklerijen ar bed ; i eo o deus tôlet a bep tu d’eze, ar sklerijen a renk an den kaout evit bale, hep fazian, eus an eil penn d’egile d’ar vue, ha ma ne vijent ket bet aze ouz hon ren, eus ar c’havel d’ar be, penôs hon dije gallet gouzout an doare d’en em denn.

Ar veleien eo sklerijen ar bed ; en o c’homzou eman ar golo a lak da baran, er pellder, ôchou dudius ar baradoz. Gante eman ive an alc’houez a zigor an nor war skianchou ar vue-man. Pa