Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/801

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Triouec’hvet devez a viz Du


SANT VODEZ
Abad (VIet kantved)



Modez, ginidik eus Iverzon, a oa, war a lavarer, mab d’eur roue bihan eus ar vro-ze. Adalek an oad a seiz vla e oe laket en eur manati hag eno e teskas, e skeud skianchou ar bed, skiant an Otrou Doue. Goude bezan tremenet ’mesk ar venec’h e yaouankiz a-bez, e oe grêt beleg da bemp bla warn-ugent ; prestik goude e oe laket da benn-rener war an holl venec’h. E genvroïz, war a lavarer, a fellas d’eze kemer anezan da roue ; mes Doue a roas d’anaout d’an holl, dre eur mirakl, ne oa ket grêt sant Vodez da chom ’barz ar bed ; en eun noz, ar c’hlenved a zistummas e dremm ken euzus, ma souze an holl diwarnan. Kerkent hag ankouaet o zonj gant an dud, Doue hen lakas adarre ken yac’h ha biskoaz.

Ar vosen o vezan kroget ’barz ar vro a gasas ganti e dad hag e vamm, e vreudeur hag e c’hoarezed ; hen e-unan oe red d’ezan mont kuit ; kemer a reas eur vag vihan, ha renet gant dorn Doue, e touaras en Breiz-Izel, gant daou eus e vignoned, sant Tudi ha sant Botmaël. Prezek a reas enni Jezuz-Krist en eun doare helavar meurbed. Poblou diniver a zirede d’e selaou.

Goude bezan bet er Goz-Yaudet o welet sant Tual, hag en Landreger, o welet sant Ruelin, ec’h eas da chom war lez ar mor, er c’horn pellan eus a barouz Pleuvian, etre ar Jaudi hag an Treo, el lec’h a hanver breman Lanvodez. Ar vrud eus e zantelez a reas d’eleiz a dud dont d’e gaout. Parean reas tud notet o izili, tud dall, tud bouzar, tud êt an drouk-spered enne. Gant yec’hed ar c’horf, e roë d’eze ive yec’hed an ene.

Evit pellât diouz trouz kasaüs ar bed, a vire outan d’en em rei d’an Otrou Doue evel m’en devoa c’hoant, en em