ouel war o c’horfou, pa vezont diskaret gant an ankou ; a zastum o relegou, evel tensoriou presius, en skeud e vogeriou, hag a vir o hanoiou, gant evez, eus an eil kantved d’egile. An ti-ze eo an Iliz : ecclesia, al lec’h ma ’n em voder ; ti Doue : domus Dei ; telten Doue e-touez an dud : tabernaculum Dei cum hominibus ; ti ar bobl ; ennan Doue a vezo gant an dud hag a vezo o Doue : et ipse Deus cum eis erit eorum Deus ; ti ar beden : domus orationis. Ennan eo e ped ar beleg evit pec’hejou ar bobl ; ennan kement hini a c’houlenn an eve ; kement hini a glask a gav ; kement hini a sko a ve digoret d’ezan ; ennan eman dor ar baradoz : porta cœli.
Adalek ar penn kentan eus ar bed, zo bet savet ôteriou evit kinnig warneze sakrifisou d’an Otrou Doue, hag al lec’hiou ma vezent savet a veze sellet evel lec’hiou santel.
Pa roas Doue da anaout d’ar Judevien penôs e c’hoantae bezan enoret, e c’hourc’hemennas d’eze konsakri an ôteriou ha sevel eun templ en e enor. An dedi anezan a oe grêt gant lid bras, en amzer ar roue Salomon.
En amzeriou kentan an Iliz, ar gristenien a ’n em vode evit ober o relijion en ti unan aneze, en eur gampr hag a veze hanvet ar gambr-lid. Epad an tri c’hant vla kentan, ne oe savet iliz ebet, kouls lavaret, hag ar re a vije savet a vije binniget, gwir eo, mes ne veze ket grêt an dedi aneze, evel ma rêr breman, rak pa sonjed an nebeutan, e c’hallent bezan laeret gant ar baganed, devet ha diskaret.
Mes pa bignas Konstantin war an trôn, er bla 312, e roas dioustu ôtre d’ar gristenien da zevel ilizou evel ma karent, en kement korn a oa en e rouantelez, hag e reas, zoken, sevel meur a hini e-unan. Eur palez an evoa en Rom : palez Latran. Rei a reas anezan d’ar pab Silvestr, hag en e gichen e reas sevel eun iliz kaer en enor d’Hon Zalver [1]. An iliz-ze eo kentan hini a oe grêt an dedi anezi. Konsakret a oe gant sant Silvestr, hag ar pabed, a-c’houde, o deus he c’hemeret evit o iliz-veur. Aba1amour da ze, he deus ar renk uhelan e-touez holl ilizou ar bed, ha dougen a ra bepred war he zâl ar c’homzou-man : « Me eo mamm ha mestrez an holl ilizou a zo war an douar, ken en Rom, ken er-mêz eus a Rom. »
- ↑ An iliz-ze a zoug breman an hano a iliz Sant-Yan-Latran. Savet eo bet a neve ha konsakret gant Beneat XIII, an 28 a viz ebrel 1726. Leon XIII an eus laket he c’hempenn a-zoare, er bla 1884.