An iliz a zo eul lec’h santel. Eun devez, Jezuz a bignas da Jeruzalem. Kaout a reas en Templ tud o werzan ejenned, denved ha koulmed evit ar zakrifisou, ha trokerien mone azezet ouz o zôliou. Goude bezan grêt eur skourje gant kerden, e kasas an holl er-mêz eus an Templ, an ejenned hag an denved ive, e stlapas mone an drokerien d’an douar, hag e tiskaras o zôliou. Ha d’ar varc’hadourien koulmed e lavaras : « Kaset an dra-ze ac’han, ha na ret ket eus ti ma Zad eun ti a gonvers. »
An Templ a oa eul lec’h santel ; ennan e oa Arc’h an Emgleo, Tôlennou al Lezenn ha Gwialen Aaron ; mes petra eo an Templ koulskoude, en kichen hon ilizou ? Miret a vije ennan skeudennou Doue ; en hon ilizou, er re baouran kouls hag er re binvidikan, e virer Doue e-unan war an ôter.
Doue a lavaras gwechall da Voyzez tennan e votou, arôk tostât ouz ar voden entanet ’lec’h ma oa ’n em ziskouezet d’ezan. Ni, pac’h eomp en eun iliz, ma n’eo ket red d’imp diwiskan hon botou, diwiskomp, da vihanan, hon tokou ; kemeromp dour binniget da netât hon ene, ha stouomp gant doujanz en harz Oter ar Zakramant, meulet ra vezo, en eur lavaret a greiz kalon peden ar publikan : « Otrou, ho ped true ouzin, rak eur pec’her on. »
Ilizou an douar a dle sevel hon spered trezek iliz an nenv, an iliz-ze hag a zaver, a-dreuz ar c’hantvejou, gant milierou ha milierou mein beo hag a lufro da virviken, evel eur rouanez, en enor d’an Dreinded Santel.
Pep-hini ac’hanomp a renk bezan eur men a yelo d’ober an iliz-ze, ha seul uheloc’h e vefomp laket enni ma vefomp bet kizellet kaeroc’h, war an douar-man, gant kizel ar boan.
ndre Avellino a deuas er bed en rouantelez Napl, er bla 1521. E dad hag e vamm, kristenien eus ar gwellan, a lakas abred doujanz Doue en e galon. Hed e yaouankiz tremenet er skoliou, an doujanz-ze a vrias ennan eur furnez dispar ; kaer o devoe ar yaouankizou-all eus e oad êsat hen lakat da gouezan, dre dentasionou hudur, an trec’h a chomas gantan.
Dre n’en devoa ken c’hoant nemet bezan beleg, ec’h eas da Napl da studian al lezennou, ha ne zaleas ket da vezan grêt doktor ha beleg. Desket hag helavar evel ma