Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/777

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
8 Du
777
gouel ar relegou santel

dusoc’h eget ar perlez ha glannoc’h eget an aour, hag eo red o dastum hag o c’hlozan en eul lec’h dereat. »

« N’adoromp ket relegou ar verzerien, eme sant Jerom, mes o enori a reomp, evit adori, dre eno, Otrou ar verzerien. Enori reomp ar zervijerien, abalamour d’an enor da bignial dreist e betek o mestr. »

An devosion da relegou ar zent a zo herve ar skiant vat : An neb a gar unan bennak, eme sant Thomas, a gar kement a chom war e lerc’h goude ar maro ; rak-se, e tleomp enori relegou ar zent a zo mignoned an Otrou Doue, hag hon difennourien dirakan. »

An devosion-ze a zo unan eus ar re a blij ar muian da galon an Otrou Doue, ha mil ha mil gwech en deus hen diskouezet, kemend all a viraklou a zo bet c’hoarvezet hag a c’hoarvez bemde e-tal beziou ar zent.

Enoromp eta ar relegou santel a zo war hon ôteriou, dreist-oll pa vezont douget en prosesion ; enoromp relegou hon tud koz er vered ; daoulinomp bep sul en harz o beziou ; dalc’homp aneze kempenn ; lakomp warneze skridou brezonek [1] ha kristen ; lakomp, zoken, gened ha c’houez vat ar bleuniou d’o gwiskan. N’eo ket mat kuruni ar re varo : da Zoue eo ober an dra-ze ; mes eun dra gaer eo gwelet fuilhan al lili hag ar roz endro d’o relegou.




Navet devez a viz Du


Dedi Iliz Hon Zalver


An durzunel, ar gwennili

O deus eun nez da c’houdori,
Da c’houdori o evnigou,
Gant aon na varvfent gant ar riou.

Evelse, ar gristenien o deus ive, en pep parouz, eun ti hag a zo o zi, savet mac’h eo gant prof an holl, hini ar paour kouls ha hini ar pinvidik ; eun ti hag a zo ti o eneou a zigor dirake e zorojou dal ma teuont er bed ; a zispak dirake bemde eun doubier hag a zoug ar pep gwellan a gaver en nenv ha war an douar ; e kavont ennan ar yec’hed pa vezont klanv, hag ar vue pa vezont maro ; a

  1. Piou a gredfe bezan en Breiz, pa lak e dreid en eur vered eus hon bro ? Daoust hag ar yez a zo bet da bedi Doue n’eo ket mat da lakat war eur be ? Bezomp eta Bretoned en peb lec’h, zoken en hon berejou !