Pardon ar zantez a ve grêt an 21 a viz gouere, devez berz evit ar barouz. Pardon sant Tremeur a ve lidet ar zul kentan a viz mae.
Ar priejou a dle en em glevet : trouz ebet kammed ; en em garet herve Doue, rak en em garet eneb Doue n’eo ket en em garet eo.
Arabad dimezi nemet gant unan hag a anavezer mat. « Kemer da bried, a lavare eun den fur, etouez da vignoned, etouez da amezeien, etouez tud ar barouz, ha ne vezi ket tromplet. » Ar re goz a lavare : « Ar gedon a-bell a ya holl da lern. »
Ar priejou a dle c’hoaz en em bardoni. N’eus parkad ed ebet, ha ne vefe ennan eul louzaouen fall bennak ; red eo dilouzaoui an douar. N’eus ti ebet ha ne vefe ennan eur gomz rok bennak ; red eo en em bardoni.
Fachet Mari, ne lavar ger ;
Troet he fenn ouz ar voger.
Mouzet Yannig ha du e dâl
Tost eo an arne da strakal.
Arabad fachan, arabad mouzan. Arabad chom mouzet, rak n’eo ket brao. En em zispartian n’hellet ket. Ha pa rafec’h, ne vefec’h ket gwell, pell ac’hane.
Eur c’houezaden war an tamm koummoul-ze, ha peuc’h en ti, en hano Doue !
urzudus eo Doue drezan e-unan, ha burzudusoc’h c’hoaz pa ve kurunen e zent endro d’ezan.
An dud dife o deus lavaret en o c’halon : « Eur wech maro, maro mat.» An dra-ze n’eo ket gwir.
Eun dra bennak a zo ennon, dishenvel diouz ma c’horf, eun dra ha n’en deus na ment, na liou, na pouez evel ma c’horf ; n’en deus na kig, nag eskern, evel ma c’horf ; n’en