deus ezom ebet da zibri na da evan, evel ma c’horf, hag an dra-ze eo ma ene.
Eun dra bennak a zo ennon, ne gouez ket dindan ivinou an amzer ; a ya en eun hunvre, eus eul lec’h d’eun all ; a anave piou a gas ar bed endro, hag eleiz a dreo-all ha ne wel ket ar c’horf aneze, hag an dra-ze eo ma ene.
Eun dra bennak a zo ennon, trec’h d’am c’horf, a lak anezan en pinijen, hen ha ne c’houl kaout nemet plijadur ; a stlejo anezan zoken, ouz red, d’ar maro, [1] hen ha ne c’houl nemet bevan, hag an nerz-ze a zo ’n em diabarz, o rei bue d’am c’horf hag o vevan eus he bue he-unan, eo ma ene.
Disparti a c’hall dont etre ar gwad, ar c’hig, an eskern hag ar c’hant ha kant tra-all a zo oc’h ober ar c’horf, hag an dra-ze evitan eo ar maro. Mes an ene ’n eus na ment, na liou, na pouez ; dre n’eo ket grêt a dammou, n’hall disparti ebet dont ennan ; hennez a zo holl a-unan ; hennez a chomo en e zav, beo buek, ’us da dismantrou ar c’horf ; hennez a zo divarvel, hag an dud dife a glever a-wechou o lavaret : « Eur wech maro, maro mat », ne glaskont en em lakat, en renk an anevaled, nemet evit gallout, evel ma lavar Bossuet, bevan evel anevaled.
Ar maro eo gouel Nedeleg an ene da vue ar bed-all : dies natalis ; rak-se ’ta, goude e dremenvan, an den n’eo ket maro mat : e ene a vev, hag e gorf, zoken, n’eo maro nemet evit eur pennad. Sevel a reio adarre.
Adam an eus digaset ar maro. Jezuz-Krist, an eil Adam, an eus digaset ar rezureksion. Grêt en deus pep tra eveldomp, nemet an droug. Ni a raio pep tra eveltan, rak hen eo hon skouer, ha p’eo gwir eo savet eus a varo da veo, ni ive, eun de, a zavo eus hon beziou, leun a c’hloar, ma vezomp bet sentuz ouz e c’hourc’hemennou, ha leun a vez, ma vezomp bet dizent.
Sevel a refomp gant ar c’horfou hon devo bet war an douar. Doue a viro hon eskern, ha hini ebet aneze ne vezo torret. N’eo ket dleet d’imp eta kaout aon rak ar re a laz ar c’horf ha n’hallont ket mont pelloc’h ; kemeromp aon, kentoc’h, rak ar re a laz an ene, hag a stlap an den war e benn en ifern. N’eo ket dleet d’imp kaout aon ; Doue a viro hon eskern, ha n’eus forz pegen bruzunet e vefent bet epad hon bue ha war ar maro, ec’h ouveo adober aneze ken brao, ma ne vo ket anat, zoken, e voint bet torret ; Doue a viro hon c’horf gant preder, ha kontet en
- ↑ Setu ar pez a ra ar verzerien, a skuilh o gwad evit Jezuz-Krist, n’o deus anavezet, peurliesan, nemet dre zaoulagad o ene.