Komor na c’houlle ket an enor da vezan tad. Sellet a ra breman a-dreuz ouz e wreg. Ar brinsez a renk sonjal terc’hel da di he zad : « O ma Doue, eme Trifina, pebez stad truezus eo ma hini ! Mes ne dlean ket en em glemm, rak pep tra eus ho polonte zo grêt evit ma evurusted. »
Beure mat ha didrous, e tilez Trifina ar c’hastel mes hepdale ive Komor a glask e bried. Pa oar eo tec’het kuit, gant kounnar e lamp war e varc’h, hag arôk pell e tap en eur c’hoad Trifina. Nag he zellou glac’harus, nag he fedennou, netra ne denera kalon Komor evel eur blei gant eun danvad, dre eun tôl kleze e lemm digant ar brinsez he bue.
Pelec’h e c’hoarvezas an torfed-ze ? War douar parouz Santez-Trifina, pehini he deus c’hoaz be ar zantez hag he relegou.
War-lerc’h e dorfed, Komor a red da Gastel-Finanz, savet ’us d’ar Blavez. — Servijerien a gas d’he zad kelo eus muntr Trifina. Gwerok a c’halv Gweltas :
— D’eur bourreo, e laras hen, hoc’h eus roët ma merc’h ; ar bourreo an eus he dibennet.
— Gloar a deuio da Zoue, eme sant Gweltas, eus ar muntr a ra ho klac’har.
Daoulinan ra ar manac’h dirak ar c’horf maro, ha goude eur beden, e lar : « Trifina, en hano an Drinded santel, me hen gourc’hemen d’ec’h, savet ha bevet adarre. » Ha setu ar c’horf maro o sevel leun a vue evel gwechall.
Benn eun nebeut amzer goude, oe galvet c’hoaz sant Gweltas da skuilh dour ar vadeziant war dâl ar bugel a c’hanas Trifina : « Tremeur, eme ar manac’h, a vo e hano evel eun êl e vevo evurus e vamm hag e vro ! »
Betek an oad a bemp bla e chomas gant e vamm goude oe kaset d’abati sant Gweltas, da Rhuis. Neuze Trifina en em dennas en eur manati leanezed, elec’h ma varvas leun a veritou.
En berr amzer, Tremeur, desket gant sant Gweltas, oa deut da vezan eur bugel santel. Eur zulvez, an 8 a viz du 554, ma oa êt da vale war ar mêz gant ar skolaerien-all, Komor en em gavas gantan, hag an tad digar a dibennas e vab evel an evoa dibennet e bried.
Parouz Santez-Trifina he deus an enor da gaout be ha relegou santez Trifina ha sant Tremeur, he fatroned. Ar chapelig savet war o be zo darempredet gant kalz a gristenien. Epad miz mae, mammou ar vro a digas o bugale vihan war o be, ha meur a vugel an eus grêt eno o c’hammejou kentan.