Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/746

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
746
29 Here
ar plac’h eurus deuetmat bojani

devoa mall da welet ar maro o tont, evit gallout bezan unanet da virviken gant Jezuz-Krist. Eun devez ma oa o pedi en iliz Sant-Dominik, eur c’hoar hag eur vignonez d’ezi en he c’hichen, e c’houlenne digant Doue he zennan diwar an douar-man. Ouz he c’hlevet, he c’hoar a lavare :

— Petra deuïn-me da vezan neuze ?

Hag he mignonez :

— Oh ! n’am dilezet ket ; c’houi eo ma skoazel ha ma levenez er bed-man.

Deuetmat a respontas d’eze :

— Arabad eo d’ec’h kredi e rin nebeutoc’h a vad d’ec’h pa vin en nenv evit ne ran breman war an douar !

Jezuz-Krist a selaouas he feden. Kouezan reas klanv prestik goude. An drouk-spered a glaskas he lakat da gouezan en dizesper : « Daonet out, emezan, kaer a teus ; re a binijen teus grêt ; en em lazet out. » Deuetmat a c’halvas Mari d’he zikour hag an diaoul a renkas tec’hel.

Mervel a reas d’an 29 a viz mae 1292, o ren he seizvet blavez ha tregont.

————


KENTEL


Skarin pe sec’hour on ene


En servij Doue zo mareou ês ha mareou diês.

I. — Mareou ês. Plijadur a gaver o pedi ; plijadur a gaver o vont d’an oferen ; plijadur a gaver o tostât ouz an dôl zantel ; plijadur a gaver o lakat an nesan da dostât, mui-ouz-mui ouz ar wirione.

II. — Mareou diês. Doue, kouls lavaret, a ’n em denn ; Doue a ’n em guz ; ar spered n’hen gwel mui ken splann ; ar galon n’hen c’har mui kement ; dont a rêr hag e kaver divlas ha didalve ar beden ; divlas ha didalve an amzer tremenet en iliz ; divlas ha didalve an amzer a laker d’ober vad d’an nesan. Plijadur ebet ken. Ar skarin a zo war an ene, hag ar skarin-ze a zo talvoudek, eme Hon Zalver Jezuz-Krist.

— Neuze eo e c’hone an ene e veritou brasan ; ober mat, pa ve plijadur, a zo kaer ; ober mat, hep plijadur ouz hen ober, a zo mil gwech gwell.

— Neuze eo e kresk en ene ar vertuziou kaeran :

Divergli ra an houarn en tân,
An den n’eo den, anez kaout poan.

— Neuze eo e teu an ene da glask Doue gant muioc’h a hast ; eur c’hrouadur, keit ha m’eman e vamm en e gichen, ne zonj ket nemeur enni ; dal ma ve dianket, e teu da ouelan, ne ve ket pell.

— Neuze eo e teu an ene da garet Doue gant eur garante wirion. Alïes, en hon deveriou a relijion, en em glaskomp hon unan. Klask a reomp, nan an Doue a ro ar blijadur, mes ar blijadur a ro Doue ; mes p’en em guz Doue, ha pa zervijer anezan hep kaout netra digantan, neuze, anat eo, e servijer anezan abalamour d’ezan e-unan, ha nan abalamour d’ar blijadur a gaver en e zervij.