lphons a oa mab d’eur marc’hadour pinvidik ha vertuzus eus a Zegovi. An devosion d’ar Werc’hez a ziwanas abred en e galon a vugel. Daoulinet dirak he zôlen, e lavare eun devez : « Oh ! Itron, ma ouezfec’h pegement e karan-me ac’hanoc’h ; ho karet a ran kement ma n’oc’h ket goest, c’houi, da garet ac’hanon-me muioc’h. »
Ha mamm Doue, gant eur mousc’hoarz, a deurvezas respont : « Fazian rez, ma bugel, da garet a ran muioc’h evit n’out goest d’am c’haret. »
Goude bezan grêt e studi en skolach Alkala, gant Tadou Kompagnunez Jezuz, Alphons a zizroas da Zegovi, ha prest goude en devoe ar glac’har da goll e dad. En em lakat a reas raktal en penn e gommerz mezer, ha ne oa marc’hadour ebet onestoc’h evitan. Da eiz vla ha tregont, goude bezan kollet e bried hag an daou vugel en devoa bet diganti, ec’h eas en Kompagnunez Jezuz. Epad tregont vla hag ouspen, e reas ar vicher a borcher en skolach enezen Majork.
Kerkent ha ma kleve kloc’h an de, en em dôle d’an daoulin da lavaret an Te Deum, hag e tôle evez bras, dreist-oll, pa veze gant ar geriou-man : « Dignare, Domine, die isto, sine peccato nos custodire : Teurvezet, Otrou, ma miret diouz ar pec’hed epad an de-man. »
Goude-ze e troe warzu ar Werc’hez, hag evit en em erbedi outi e lavare he litaniou. War an de e veze en kichen e zor, o lavaret e Rozêra, hag o tigemer gant ar brasan doujanz kement hini a yee hag a deue en ti.
Pac’h ee en kêr, ne gomze nemet nebeutan m’halle ; e spered a veze ken beuzet en Doue, ma n’evoa ken hano en enezen nemet an hini a vreur maro, hag en gwirione, maro oa d’ar bed.
Epad seiz vla, en devoe kalz da stourm evit miret e c’hlanded, mes ken troet oa gant e Rozêra ma chomas an trec’h gantan ; an drouk-spered, kounnaret en e eneb, a walgase anezan ar gwasan m’halle ; diou wech hen stlapas d’an traou gant pazennou ar vins.
Seul-vui e veze touellet gant an drouk-spered ha seul--