varont an dra-ze, n’eo ket en o spered, rak gant o spered, pa zigoront anezan an disteran, n’hallont ket chom hep gwelet ar skleur, da vihanan, eus Doue ; mes techou fall o c’halon, savet uheloc’h eget o fenn, o deus o dallet, hag abalamour da ze, ne welont mui Doue. Evit gwelet Doue, kalon an den a renk bezan sioul, ha reiz an treo enni.
Bezomp glan a galon hag e chomfomp war barlen hon Mamm Zantel an Iliz ; bezomp glan a galon hag e welfomp Doue.
euetmat a oa ganet en eur gêrig vihan eus ar Frioul, en Autrich, d’ar 4 a viz mae 1255, a dudchentil ha kristen. Pemp krouadur o devoa bet en he rôk, merc’hed o femp, ha Konrad Bojani en devoa c’hoant da gaout eur mab a vije perc’hen e hano hag e zanve. Doue, elec’h ober dioutan, a lakas eur c’houec’hvet merc’h da c’henel en e di. Evel ma oa nec’het ar re a yeas da gas ar c’helou-ze d’ezan, Konrad, eur c’hristen mat evel ma oa, o dinec’has buhan en eur lavaret : « Deuetmat eo ar verc’h ; ra vezo hanvet Deuetmat. »
Deuetmat a roas abred merkou anat eus he zantelez da zont. Troet oa gant ar beden ha gant ar binijen. O vezan kouezet gwall glanv, e reas le da vont da bardonan da ve sant Dominik da Vologn, ma teurvezje gant Doue rei ar yec’hed d’ezi ; parean a reas, ha goude bezan gret herve he fromese, e wiskas saë Trede-Urz sant Dominik.
He bue a leanez a oe eur burzud pen-da-ben ; diniver oe he miraklou ; ar Werc’hez hag he Mab Jezuz a ’n em ziskouezas d’ezi alïes. An drouk-spered, eus e du, a glaskas he gonid ; eur wech en em zilas en he c’hichen dindan furm eun aër : « Ma n’eo ket eur vez, a lavare d’ezan ar zantez, gwelet eun êl bet ken skedus-all o kemer stumm eun aneval euzus ha milliget. » A-wechou-all, Satan a gemere mein da deurel ganti ; Deuetmat a rê gwap anezan, ha Satan a dec’he kuit.
Kalon an den a zo c’hoantastik, ha n’en em gavo en e êz nemet pa vezo er baradoz. Evel sant Pôl, Deuetmat he