Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/724

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
724
19 Here
sant per alkantara

————


KENTEL


Gant ar benviou disteran Doue a ra an treo kaeran


Mar zo eur benveg dister da welet war an douar-man, eo ar beden ; ken dister eo, zoken, ma ve gwelet hiniennou ha ne reont impli ebet anezan ; ne leveront na Pater na noster. Kement-se a c’hoarve, dreist-oll, gant eleiz eus hon c’henvroïz reuzeudik a ya da chom d’ar c’hêriou bras ; o vont en kêr, e lezont Doue er gêr. Fur ha desket, war o meno, an dud-ze, hag a ra faë war ar beden, n’int na fur na desket ; pa vezo lavaret mat, n’int nemet tud ber welet. Ne welont ket e kemer bepred an Otrou Doue ar benviou disteran d’ober an treo kaeran : infirma mundi elegit Deus, evel ma lavar ar Skritur-Zakr.

An dra-ze a c’haller da welet bemde, en meur a stumm. Setu aze eur vozad ed a dôler en douar, hag a deu da vreinan epad ar goanv ; piou en dije kredet, hep bezan hen gwelet, e c’hallje an had-ze, treo ken bihan-all, kaout nerz awalc’h evit rei bue da bennou ed, a dôlo, en leur o mestr, kant evit unan ?

Piou en dije kredet, hep bezan hen gwelet, e c’hallje traouigou ken dister ha m’eo ar mez, kaout enne nerz awalc’h evit rei bue d’ar gwe brasan ha padusan a gaver en hon c’hoajou ?

Hag ar pez a zo gwir evit an treo, a zo gwir evit an dud.

Piou en dije kredet e c’hallje eur plac’h yaouank a renk izel, evel Katel a Zienn, rei he gourc’hemennou da brinsed, da rouaned ha da gardinaled he amzer, dont a benn da lakat ar pab e-unan da zizrei eus a Avignon da Rom, evel m’he deus grêt ?

Piou en dije kredet e c’hallje eur verc’h yaouank seitek vla, evel Jann d’Arc, dont a benn da gemer renadur armeou Bro-C’hall, dont a benn da zevel ar seziz diwar Orleans, da guruni ar roue Charlez en Reims, ha da voutan ar Zôzon eus ar vro, evel m’he deus grêt ?

Ar pez a zo gwir evit treo ar bed-man a zo ken gwir-all, ha gwiroc’h c’hoaz, evit treo ar bed-all ; hag ar beden, dister da welet, pa ne zeller ket outi nemet diwar c’horre, he deus nerz da zigeri dor ar baradoz, ha galloud da bignal betek trôn an Otrou Doue.




Ugentvet devez a viz Here


SANT YAN KENTY
Patron ar Pologn (1402 - 1562



Ar Pologn a zo chomet start en he fe katolik, en despet d’ar gwall-vue a zo bet grêt d’ezi gant ar Brusianed protestant ha gant ar Rusianed schismatik, o deus kemeret ar vro eneb pep gwir. He bugale a zo bet skoet, a zo bet harluet er Siberi, a zo bet lazet ; mes hi he deus miret fe ha yez he c’hendadou. Red eo ma vefe bet yennet start enni ar fe-ze gant he sent koz.

Sant Yan Kenty a zo bet unan eus ar zent-se o deus diazezet ar Pologn war garreg Iliz Rom.