Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/723

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
19 Here
723
sant per alkantara

a reas kement war dud al lez ma teuas meur a hini d’en em gonvertisan, ha ma teuas ar roue da c’hoantât hen derc’hel gantan.

Eur mennoz-all en devoa : ober evit Urz sant Fransez ar pez a rê santez Thereza evit Urz ar C’harmelitezed, da lavaret eo, digas er c’houentchou ar reolen striz roët gant sant Fransez e-unan. An ugent vla divezan eus e vue a westlas d’ober ze. O vezan bet grêt superior bras kouentchou an Estramadur (1538), e komansas lakat gwelloc’h urz er manatiou en devoa galloud warne. Derc’hel a reas goude gant ar memes labour en kouent Arabida, er Portugal. Mes pelloc’h c’hoaz e felle d’ezan mont. Gant ôtre ar pab Jul III ha hini e eskob, e savas eur gouent neve en Pedrozo (1555), hag eno e lakas da vleunian, evit mat, reolen striz sant Fransez. E venec’h a dlee bepred bale diarc’hen, kousket war dri blanken noaz, chom hep dibri na kig, na pesked, nag uou, nemet klanv e vijent, rei ter heur bemde d’ar beden ha miret ar baourante ar vrasan.

Eun niver bras a gouentchou a gerzas war roudou hini Pedrozo, hag Urz sant Fransez a gemeras neuze eul lufr neve er Spagn, er Portugal hag er broiou tro-war-dro. Ar zant a dremene breman e holl amzer o vont eus an eil manati d’egile, evit kas e labour da benn. Refus a reas da Charlez V, an impalaer bras, chom gantan evit bezan e govezour ; n’en devoa ken c’hoant nemet sikour e genvreudeur-menec’h.

O tremen dre Avila, e welas santez Thereza. Houman, d’ar mare-ze, a oa nec’het hag enkrezet bras. Nag he c’henvroïz, nag he c’hovezour, zoken, ne felle d’eze kemer, evel deut a-beurz Doue, ar pez a gave d’ezi bezan bet diskleriet gantan. Ar zant he c’hennerzas, a ziskouezas splann e oa ar wirione ganti, hag a reas d’ezi mont war rôk gant he labour.

Kouezan reas klanv epad ma oa oc’h ober tro e gouentchou. O c’houzout e oa tost ar maro, e reas e zougen da gouent Arenas evit mervel etre divrec’h e vreudeur. En em gavet eno, e c’houlennas e zakramanchou divezan, e aspedas e venec’h da garet reolennou o Urz, ha dreist-oll ar baourente, hag e roas en peuc’h e ene da Zoue, d’an 19 a viz here 1562. Goude e varo, en em ziskouezas da zantez Thereza hag e lavaras d’ezi ar c’homzou-man : « 0 pinijen vinniget, he deus gonezet d’in eur gloar ken bras ! »

Gregor XV hen disklerias eürus, ha Klemant IX hen lakas war roll ar zent, seiz vla goude.