Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/722

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
722
19 Here
sant per alkantara

Distro d’e vro, e chomas eur pennad en arvar da glask e hent. Ar bed a zigore d’ezan frank e zivrec’h, en eur ginnig d’ezan enoriou ha plijaduriou. Mes Per a wele eno kalz danjeriou evit silvidigez e ene. En em zonjal a reas mat hag ec’h eas d’ar gouent. En Manjarez e wiskas saë menec’h sant Fransez. N’en devoa nemet c’houezek vla.

Diwar neuze, ar bed a oa maro evitan hag hen a oa maro evit ar bed. Beilh ’rê kement war e skianchou ha dreist-oll war e zaoulagad, ma n’anaveze e genvreudeur-menec’h, goude bevan tri bla gante, nemet dre o mouez. E vevans oa bara, dour ha louzeier divlas. Alïes e tremene daou ha tri devez hep tam ; ne roë d’ar c’housked nemet nebeutan m’halle ; eur pallen astennet war an douar noaz oa e wele. Epad e vue hed-a-hed e talc’has ar pinijennou-ze.

Daoust d’ezan da vezan piz warnan e-unan, e veze dalc’h-mat enkrezet gant an tentasionou ; mes dre forz pedi hag en em viret izel a galon e chomas an trec’h gantan.

Da ugent vla, e oe hanvet superior en kouent Badajoz. Eno e oe eur skouer beo evit e venec’h. Goude tri bla er garg-ze, e oe beleget ha laket da brezek (1524). Pa bigne er gador, e seblante d’an dud gwelet êl ar binijen. Eur vad dreist-muzul a reas dre e gomzou ha muioc’h c’hoaz dre e skoueriou, epad ar c’houec’h vla ma renas ar vue-ze.

E c’hoant oa mont pelloc’h c’hoaz war hent ar zantelez. Goulenn a reas bezan kaset d’eur gouent, elec’h ma c’hallje bevan e-unan gant Doue ; rak muioc’h e konte war ar beden, evit konvertisan an dud, eget war ar c’homzou helavar. Kaset e oe da gouent Sant-Onuphor. Eno e reas al levr kaer-ze, « Ar Beden a galon », meulet gant santez Thereza, sant Fransez a Zal, gant ar pab Gregor XV ha gant kalz-all a dud brudet. Diskouez a ra ennan pegen red eo ar beden-ze evit magan ar vue gristen, peseurt frouez a denner anezi ha penôs en em gemer evit he ober mat. E-unan e roë ar skouer eus kement a c’hourc’hemenne d’ar re-all. E galon a veze dalc’h-mat troet warzu treo an nenv. Gwelet e veze o chom eun heur, hag ouspen a-wechou, e zaoulagad en nenv, e zivrec’h astennet en kroaz, hep finval an disteran, beuzet ma veze e ene en Doue.

Yan III, roue ar Portugal, a c’hoantaas e welet evit kaout e ali war aferiou e gonsianz. Digas a reas d’ezan eur c’har kaer evit ober êsoc’h ar veaj ; ar zant ne fellas ket d’ezan pignal ennan. War e droad diarc’hen ha gant e zilhad gros, ec’h eas da lez ar roue. Kement e plijas ma oe galvet eun eil gwech. Ar skouer eus e vue pinijennus