Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/721

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
18 Here
721
sant lukas

kentan, e varvas merzer. Er bla 357, war urz an impalaer Konstans, e relegou a oe douget eus Patras, en Akaï, da Gonstantinopl, ha laket en iliz an Ebestel gant re sant Andre ha sant Timothe.

————


KENTEL


Kenteliou Sant Lukas


Grêt d’ar re-all ar pez a garfec’h a ve grêt d’ec’h hoc’h-unan.

Ma n’ho peus karante nemet evit ar re a gar ac’hanoc’h, peseurt mirit ho peus ? Ar bec’herien a ra kement-se.

Ma ne ret vad nemet d’ar re a ra vad d’ec’h, pelec’h eman ho mirit ? Ar bec’herien hen gra ive.

Ma ne roet en prest nemet d’ar re a c’hallo ho tigoll, peseurt mirit ho peus ? Ar bec’herien a ro ive en prest, gant ma vezo rentet d’eze kement ha m’o deus roët.

C’houi, karet hoc’h enebourien, grêt vad ha roët en prest d’ar re n’oc’h en gortoz a netra digante, hag ho tigoll a vezo bras, hag e vefet gwir vugale an Holl-C’halloudek, a zo mat en kenver an dud dianaoudek hag an dud fall.

Bezet eta trugarezus evel ho Tad a zo trugarezus.

Na varnet ket ha ne vefet ket barnet ; na gondaonet ket ha ne vefet ket kondaonet ; pardonet hag e vezo pardonet d’ec’h.

Roët hag e vezo roët d’ec’h ; eur muzul mat, ha stardet, ha gwasket, ha leun-chouk a vezo skuilhet en ho kerc’hen. Ar muzul ho pezo kemeret gant ar re-all a vezo ive kemeret ganec’h.

Aviel Sant Lukas. VI, 31. 38.




Naontekvet devez a viz Here


SANT PER ALKANTARA
1499 - 1562



Per a deuas er bed en Alkantara, er Spagn, er bla 1499. E dad a oa gouarner ar gêr-ze hag e vamm a oa ive a ligne uhel. Kristenien eus an dibab oant o-daou, ha Per a lakas o c’henteliou da dalvezout.

Ken devot oa ha ken sentus, ma kemered anezan, a vihanik, evit eur burzud.

E oa oc’h achui e studi en Alkantara, pa varvas e dad. Neuze e oe kaset da skol Salamank evit studian lezennou an Iliz. Eno e tremenas daou vla, e amzer rannet etre ar beden, ar studi ha servij an hospital.