Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/725

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
20 Here
725
sant yan kenty

Yan a oa ganet en Kenty, demdost da Grakovi, eus unan eus familhou bras ar vro. Dal ma c’hallas komz, e oe desket d’ezan lavaret ar Bater, an Ave Maria, ar Gredo... Dal ma tigoras e spered, e oe kelennet war gwirioneziou kentan ar relijion. Sentus, speredek ha poellet mat evel ma oa, ne zaleas ket da ziskouez peseurt kammejou a raje divezatoc’h war hent ar ouiziegez. Rak-se, kerkent ha deut en oad, e oe kaset da skol-veur Krakovi. Eno, evel skolaer da gentan, e selaouas kenteliou ar vistri bras war ar filozofi hag an teoloji ; grêt doktor, d’e dro, war ar skianchou-ze, e oe karget da gelenn ar re-all. N’en devoa nemet astenn e zorn evit kutuilh enoriou ar bed. Faë a reas warne evit en em rei holl da Jezuz-Krist dre an Urziou Sakr.

Deut da vezan beleg, e chomas evel mestr-kelenner en skol Krakovi. N’esperne netra evit sklerijennan sperejou an dud yaouank fiziet ennan, hag ober aneze tud desket ; studian ha pedi a rê hep fach ; mes muioc’h a evez a gemere c’hoaz gant o eneou evit o zrei warzu an Otrou Doue, hen a oa eur skouer beo evite. Kement a brezege a rê da gentan. Mes ar vertu a bare ar muian ennan oa an humilite. Warzu Doue e kase an enor eus a gement vad a rê. Bemde e kinnige sakrifis an oferen gant eun devosion dener ha gant forz daerou : « Netra gwelloc’h, emezan, evit diarben gwalinier an Otrou Doue, kounnaret gant pec’hejou an dud, eget kinnig d’ezan korf ha gwad an Oan divin eo deus ar galloud da baean evidomp. »

Eskob Krakovi, oc’h anaout e garante evit an eneou, a hanvas anezan person en Ilkusch. Yan a oe ar pastor mat ; ne ouie gwech ebet pegouls an ije grêt trawalc’h evit e barousianiz. Ne oa ket evit gwelet unan aneze er boan pe en dienez, hep klask e zoulaji. Arc’hant, dilhad ha kement en devoa a yee gant ar beorien. Eun devez e roas ar botou a oa en e dreid, hag e lezas e vantel da gouezan izelloc’h, evit na vije ket gwelet e oa diarc’hen. Eur wech-all e roas e vantel d’eur paour a gavas hanter-noaz en harz e zor. Epad ma oa o pedi en devez-ze, ar Werc’hez a ’n em ziskouezas d’ezan gant eun dremm dudius hag a rentas d’ezan e vantel, ar pez a lakas eur joa vras en e galon.

Ne chomas ket, daoust da ze, pell da berson ; re a aon en devoa rak ar gont en dije da renti evit eneou e barousianiz, hag e roas an dilez eus e garg. War c’houlenn renerien skol-veur Krakovi, e tizroas di adarre evel mestr-kelenner.

An amzer a chome gantan, goude e labour-skol, a roë da studian, da brezek ha da bedi. Ar beden, dreist-oll, oa