Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/682

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
682
3 Here
sant melar

ket en e benn bezan roue war-lerc’h e vreur; kemenn a reas d’ar red da Gerialtan dont d’e gaout, ha goude bezan roët d’ezan da zibri ha da evan e walc’h, e komzas outan evellen :

— Mar karet lazan Melar, emezan, me ho kreio barner-bras en Bro-Gerne, hag a roio d’ec’h kement tra ho pezo c’hoant da gaout.

Kerialtan, daoust d’ezan da garet Melar, a lavaras, touellet gant komzou Rivod :

— Goude an tôl-ze, me bigno war uhelan mene a zo er vro-man, hag an douarou a welin ac’hane tro-war-dro a vezo d’in.

— Ya, m’hen tou, eme Rivold, d’it e vefont.

Koulskoude, gouarner Melar, arôk rei e c’her evit mat, a zizroas d’ar gêr da c’houlenn ali e vreg. Houman ne gavas netra da lavaret war ar marc’had ifern e oa he gwaz o klask ober : « Daoust, emezi d’ezan, ha ne dle ket ar gerent kemer preder, dreist pep tra, gant amzer da zont o bugale ! Hag ahend-all, n’eo ket brao chom hep senti ouz ar brinsed. Et eta endro da gaout Rivold, ha grêt pep tra evit ar gwellan. »

Kerialtan a zizroas da di Rivold hag a gasas gantan e vab Justan da dest war e varc’had euzus. Chom a rejont eiz de bennak d’en em glevet war ar gwellan stumm d’ober o zôl. Epad an amzer-ze, ar gwel eus ar pôtrig yaouank karantezus ma oa Melar a reas d’ar morc’hed kregi en kalon e vamm-magerez, kement ma c’hoantaas sovetât e vue. Tec’hel a reas eta gantan a-dreuz ar meneziou, betek kastel Beuzit, en kichen Lanmeur. Eno e oa o chom ar roue Konomor hag e bried, c’hoar ar roue Miliau. Ober a rejont d’o niz eun digemer eus ar re wellan.

Kerialtan, p’en em gavas er gêr, a chomas sebezet o welet e di goullo, ha Rivold, pa glevas petra oa c’hoarvezet, oe darbet d’ezan koll e benn. Gervel a reas adarre e zen ; heman, touellet gantan muioc’h-mui, ha kounnaret o welet e hunvreou aour o vont en moged, a douas ober e dôl, daoust da bep tra. Ha setu hen ha Justan war roudou ar prins yaouank. Gant ober o zud brao, e c’halljont kaout digemer en kastel Beuzit. Melar, p’o gwelas o ’n em gaout, dre n’en devoa anaoudegez ebet eus o fallagriez, a lammas da bokat d’eze, hag a c’houlennas bezan lezet da gousket er memes kambr gante, en noz war-lerc’h. E c’houarnerez a viras outan epad daou devez dioustu, mes en trede devez, o kredi e oa deut keun d’he zud, e selaouas e beden ; o kimiadi dioutan e lavare : « Ke, ma mabig ker, ha Doue ra viro ac’hanout ! »