Melar a c’hourvezas, ken dinec’h ha tra, etre Kerialtan hag e vab, ha goude bezan o briataet gant teneridigez, en em roas da gousket. An daou vleiz, unan a bep tu d’ezan, ne gouskent ket. Pa weljont ne oa mui den war bale er c’hastel, e savjont didrous, hag en keit ma talc’he Justan bleo hirr melen e vreur-mager, an tad a gemeras e vouc’hal hag a darc’haoas eun tôl krenn war goug Melar ; penn an oan a strinkas diouz e gorf beuzet en e wad. Herve ar marc’had, Kerialtan a renke kas ar penn da Rivold. Justan, hag a oa gwevn e izili, a ’n em gargas da vont gantan er-mêz eus ar c’hastel ; mes en eur ziskenn en doufle, e reas eul lamm treuz hag e torras e c’houg ; an de war-lerc’h, pa lakas Kerialtan e dreid war bont-gwintr ar c’hastel, e kavas e gorf-maro en kichen ar zac’h a oa ennan penn Melar. Ne chomas ket da zellet diou wech endro d’ezan ; kemer a reas samm e vab hag e kerzas gantan d’ar red da di Rivold : « Mat eo, a lavaras heman, gant eur c’hoarz ifern, pa c’hallas dougen war bal e zorn penn an hini a oa en e c’holo war an douar, mat eo ! Pignal a ri breman war ar mene a gari, ha kement a weli ac’hane a vezo d’it ! »
Kerialtan a bignas war lein eur mene ; digeri a reas e zaoulagad ; klask a reas gwelet ; mes ne welas ket eur berad : dall-put oa deut da vezan ; horjellan reas war e dreid, ha kouezan d’an douar maro-mik. Rivold, strafuilhet oll o welet tremenvan e vignon, a grogas ive an derzien ennan, hag a varvas evel eun den daonet, eun nebeut deiou goude. An êlig Melar a zo enoret en Breiz-Izel a-bez, ha dreist-oll er parouziou a zoug e hano [1], hag en kêr Lanmeur, elec’h ma oe sebeliet. Miret a rêr eno c’hoaz e ve, kosan tamm labour grêt gant morzoliou kristen a oufed da gaout en hon bro.
War digare dastum teilh, da lavaret eo, enor ha plijadur, an dud, eul loden vras aneze, a gas o ene da goll.
Hon techou fall a dro ac’hanomp, a-vihanik, hag en eun doare direiz, warzu an treo-ze. A nebeudou, ma ne garomp diwall, an enor a speg ouz hon spered ; an danve a speg ouz hon daoulagad ; ar blijadur a speg ouz hon c’horf ; touelli reont ac’hanomp ; noz-de eman hon preder gante ; gonid a reont ac’hanomp ; dont a reont da vezan hon doueou.
An danve, an enor hag ar blijadur a zo tri zervijer eus ar re
- ↑ Loc-Melar-Sizun ha Loc-Melar-Gwiniventer en eskopti Leon : Melar en eskopti Kerne.