iliau [1], mab Budig, roue Bro-Gerne, a zimezas da Aurelia, merc’h Winnog, hag en devoe eur mab hanvet Melar.
Kelennet gant sant Gwennole ha gant sant Korantin, Miliau a c’houarnas mat ar vro hag a oa karet gant ar re a oa dindannan. Mes eun devez, den ne oar mat awalc’h perak, e vreur Rivold a gemeras kement a gasoni outan ma skoas gantan tôl ar maro ha ma c’hourc’hemennas troc’han dorn deou ha troad kle e vab Melar, eur bugel seiz vla, evit ma n’hallje biken na dougen kleze, na pignal war varc’h, na bezan roue pa deuje en oad.
Pennou-bras Bro-Gerne, pa glevjont kemend-all, a ziframmas ar bugel-roue eus adre daouarn e eontr hag a roas anezan da eskob Kemper da zevel. Heman, goude bezan grêt e gelenn ervat war dreo ar bed-man ha war dreo ar bed-all, epad seiz vla, a fizias anezan en eun den hanvet Kerialtan a dlee e beur-skola. Neuze e savas ar vrud e c’halle ar prins yaouank pignal war loen ha derc’hel kleze kouls ha nikun, ha ne oa netra ’bet o viret outan da zougen kurunen e dad. Ar c’helou-ze a strafuilhas Rivold, en devoa la-
- ↑ Patron Gwimiliau, en eskopti Leon, Ploumiliau, en eskopti Treger, ha Plumeliau, en eskopti Gwened. Sant Miliau a zo enoret ive en Plonevez-Porzay.