Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/680

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
680
2 Here
an elez mat

Ar pab Pôl V, dre eul lizer-meur skrivet d’ar 27 a viz gwengolo 1608, a c’hourc’hemennas ober gouel an Ele mat dre an Iliz a-bez.

————


KENTEL
Hon deveriou en kenver hon El-mirer


I. — Hon dever eo kaout doujanz evit hon El mat. Hon heuilh a ra bemde , hon gwelet a ra heb paouez ; arabad d’imp eta mont d’ober dirakan ar pez ne gredfemp ket ober dirak eun den-all evel-domp.

II. — Hon dever eo kaout karante evitan ; hon mirer eo ; hon mignon eo ; hon difennour eo. Penôs n’hen c’harfemp ket ?

Mil vad a ra d’imp, ha ne c’houlenn diganimp, en dizro, nemet eun dra : hon c’harante. Diskouezomp-hi d’ezan o senti outan de ha noz.

III. — Hon dever eo kaout fizianz ennan. Daoust pegen dinerz omp, n’hon deus ket ezom da gât aon. Keit ha ma vo El Doue a-du ganimp ; mes evit ma chomo a-du ganimp, eo red d’imp, dreist pep tra, en em viret diouz ar pec’hed. Ar pec’hejou bihannan a zo awalc’h evit hen poanian. Evel ma teu ar moged da lakat ar wenanen da dec’hel, hag ar c’houez fall da bellât ar goulm, evelse, eme sant Bazil, krammen ar pec’hed a ra d’hon El-mirer tec’hel diouzimp ; aon en deve da labezan e iskili gwenn o chom war-dro ar pec’her. Lavaromp eta d’ezan alïes :

O ma Êl mat, kannad Doue,
Miret ma c’horf ha ma ene,
Ma miret diouz an drouk-spered,
Ha dreist pep tra, diouz pep pec’hed.