Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/664

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
664
25 Gwengolo
sant kleophas

ziskuilhas neuze ar pez a oa c’hoarvezet gante en hent, ha penôs o devoa e anavezet pa dorre ar bara.

Kleophas, eun nebeut blaveziou goude, a oe lazet, war a leverer, gant ar Judevien, dre gasoni ouz Jezuz-Krist, ’barz an ti m’en devoa koaniet gantan.

————


BOKED


Tôlet evez, pa ve Jezuz o vont e-biou d’ec’h, rak ma ne ret van ebet ouz hen gwelet o tremen, n’eo ket lavaret e tizrofe ken !

Time Jesum prœtereuntem et non redeuntem.




C’houec’hvet devez warn-ugent a viz Gwengolo


SANT NIL
Diazezour Manati Grotta-Ferrata (910-1005)


Sant Nil
Sant Nil


Nil, eur Gresian, a deuas er bed en Rosana, er C’halabr, er bla 910. Abred e teuas da vezan eun den desket war skianchou ar bed ha war skianchou Doue.

Da dregont vla, pa gollas e bried, en em dennas en eur manati, hag a-benn eun nebeut blaveziou goude, e vistri a roas d’ezan ôtre da vont da chom en e lochen e-unan, en kichen chapel Sant-Mikêl. Dont a reas hepdale da vezan brudet abalamour d’e zantelez, ha dont a read a ziwar-dro da c’houlenn aliou digantan. Eur wech, eun toullad ôtrone a deuas d’e gaout, evit gwelet ha bras oa e ouiziegez, kentoc’h eget evit deski gan-