Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/663

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
25 Gwengolo
663
sant kleophas

Epad ma komzent evit en em sklerijennan an eil egile, setu Jezuz o tostât hag o vont gante. Mes o daoulagad n’hallent ket hen anaout. Hag e lavaras d’eze :

— Eus petra e komzet etrezoc’h, ha perak oc’h-hu trist ?

Kleophas a lavaras d’ezan :

— Ha bezan oc’h-hu ken divroad en Jeruzalem, ma n’eus den nemedoc’h ha n’anavezfe ket ar pez a zo tremenet eno en deiou-man ?

— Petra ? a lavaras hen d’eze.

— Diwar-benn Jezuz Nazareth, emeze, a zo bet eur profed galloudus en e oberou hag en e gomzou, dirak Doue hag ar bobl, ha setu penôs prinsed ar veleien hag hon pennou-bras o deus roët anezan d’ar Romaned evit bezan kondaonet d’ar maro, hag o deus e staget ouz ar groaz. Ni a oa en gortoz e vije Dasprener Israel, ha breman, goude kement-se holl, eman hirie an trede de abaoue m’eo tremenet an treo-ze. Koulskoude, darn eus ar merc’hed a oa ganimp o deus spontet ac’hanomp : êt int d’ar be arôk ar sklerijen, hag int deut, hep bezan kavet e gorf, da rei kelou o deus gwelet êle hag a lavar eo beo. Unan bennak ac’hanomp a zo êt ive d’ar be hag o deus kavet an treo e giz m’o devoa lavaret ar merc’hed, mes n’o deus ket e gavet e-unan.

— O tud diboell ! O kalonou divalo da gredi an holl dreo o deus lavaret ar brofeted ! Daoust ha ne dlee ket ar C’hrist gouzanv an holl dreo-ze, ha mont evelse en e c’hloar ?

Hag o kommans dre Voyzez, ha goude-ze dre an holl brofeted, e tisplege d’eze ar pez a oa lavaret diwar e benn ’barz an holl Skrituriou.

Tostât a rejont ouz ar gêriaden elec’h ma oant o vont, hag e reas sin da vont pelloc’h. Mes i a viras outan, en eur lavaret : « Chomet ganimp, rak an abarde a deu hag an heol a zo izel. »

Mont a reas d’o heul en ti. Epad ma oa gante ouz tol, e kemeras bara, e vinnigas, e rannas, hag e kinnigas anezan d’eze. Ha setu ma tigoras o daoulagad hag hen anavezjont : mes kerkent e kolljont ar wel anezan.

Neuze e lavarjont an eil d’egile : « Hon c’halon ha ne oa ket birvidik ennomp pa gomze ouzimp en hent, ha pa zisklerie d’imp ar Skrituriou ? »

Hag o vezan savet war an heur, e tistrojont da Jeruzalem hag e kavjont an unnek abostol bodet, hag ar re a oa gante, hag a lavare : « Evit gwir, savet eo an Otrou eus ar be, hag en em ziskouezet eo da Zimon. » Ar re-man a