tan hent ar zantelez. Nil ne oe ket nec’het gante. Goude bezan o saludet ha grêt eur beden, e kinnigas d’ar c’hentan aneze eul levrig gant pennadou-skrid ennan diwar-benn niver bihan an dud salvet. Evel ma kave an ôtrone re c’haro ar skridou-ze, ar zant a ziskouezas d’eze e oa e levr herve skridou an Avielerien, re sant Pôl ha re Dadou an Iliz : « C’houi gav garo ar pennadou-skrid-ze, emezan, abalamour ma ne vevet ket hoc’h-unan evel m’eo dleet, ha n’em eus ket aon evit lavaret d’ec’h, ma ne vezet ket santeloc’h en amzer da zont evit n’oc’h bet betek-hen, arabad d’ec’h bezan en gortoz da vezan digemeret en rouantelez an nenv. »
Ar c’homzou-ze a strafuilhas an ôtrone, hag unan aneze a c’houlennas ouz ar manac’h pe zalvet pe daonet oa Salomon.
« Petra ra ze d’ec’h, eme Nil, pe daonet pe zalvet eo Salomon ? Ar pez ho peus ezom da c’houzout eo e vezo daonet kement hini a chomo da vreinan en e loustoni. — Gouzout a rê ervat oa hudur kalon an hini a gomze outan. — Gwell eo ganin gouzout pe c’houi a vezo daonet pe salvet ; evit ar pez a zell Salomon, ar Skritur-Zakr, hag a gomz eus pinijen Manasse, ne lavar ket en defe hen grêt pinijen. »
Othon III, impalaer an Alamagn, goude bezan bet o pardonan en mene Gargam, a yeas ive da welet Nil hag e ziskibien. Kaout a reas aneze o vevan en lochennou digor da beb avel, ha goude e lavare : « An dud-ze a zo o bro en nenv ; n’o deus nemet teltennou d’o gwaskedi, ha n’emaent war an douar-man nemet evel tremenidi. »
Ar zant a gasas an impalaer d’e di-bidi, elec’h ma rejont o-daou eur beden, ha goude e tiskouezas d’ezan e beniti. Othon a ginnigas d’ezan eur plas da zevel eur manati kaer, hag a brometas stagan leve outan :
— Mar deo ma breudeur gwir venec’h, eme Nil, Hon Zalver ne zilezo ket aneze, pa ne vezin ken war an douar-man.
— Goulennet diganin, eme an impalaer, ar pez a gerfet, hag e vezin laouen ouz hen rei d’ec’h, rak ho kemer a ran evit va mab.
Ar manac’h a lakas neuze e zorn war galon Othon hag a lavaras d’ezan :
— Otrou, ne c’houlennan nemet eun dra : ma sonjfet en silvidigez hoc’h ene. Daoust d’ec’h da vezan impalaer, e teuio koulskoude eun devez hag e varvfet, hag e vefet barnet evel an dud-all.