ret, da vihanan, eur Bater hag eun Ave Maria, ha p’ho pezo amzer, e vezo red d’ec’h lavaret muioc’h.
» Ne ve en oferen nemet eur plac’h koz bennak ; ar re-all a labour bep sul, epad an hanv, hag er goanv, pa n’ouzont ket petra d’ober, ec’h eont d’an oferen d’ober gwap ouz ar relijion.
» Epad ar c’hoaraïz, e weler aneze o vont d’ar gigeri evel chas.
» N’ho peus ket gwelet a ed korbonet ? »a c’houlennas an itron gaer.
— Oh ! nan ! eme ar vugale.
— Te, da vihanan, emezi da Vaximin, teus gwelet eur wech, en douar ar C’horn, gant da dad. Perc’hen an dachen a lavare d’az tad : « Deut da welet ma ed korbonet », hag ec’h ejoc’h gantan ho-taou. Kemer a reas daou pe dri benn ed etre e zaouarn, ha d’an disteran e wraske warneze, ec’h ênt en ludu. Pa oac’h c’hoaz eun hanter-heur diouz Korps, da dad a roas d’it eun tamm bara, en eur lavaret : « Sell, pôtr, debr bara c’hoaz er bla-man ; mes n’ouzon ket piou hen graio da vla, ma talc’h an ed da vont da fall en doare-ze. »
— Oh ! ya, itron, eme Vaximin, sonj am eus breman. Hag ar Werc’hez a gimiadas diouz an daou vesaër, en eur lavaret : « Mat, ma bugale, c’houi a roio da anaout an treo-man d’am fobl a-bez. »
Ar vrud eus ar pez o devoa gwelet ha klevet Maximin ha Melani a yeas, evel eul luc’heden, dre ar vro. Eskob Grenobl a reas ober eun enklask, ha d’an 19 a viz gwengolo 1851, e kasas eul lizer da gristenien e eskopti da lavaret d’eze e c’helled kredi, hep mar ebet, e oa en em ziskouezet Mamm Doue war mene ar Salet.
D’an 19 a viz gwengolo 1879, an iliz savet el lec’h m’oa bet gwelet ar Werc’hez a oe konsakret gant an ôtrou Paulinier, arc’heskob Bezanson, hag an de war-lerc’h, an ôtrou kardinal Guibert, arc’heskob Pariz, a gurunas, en hano Leon XIII, skeuden neve Itron-Varia ar Salet, dirak 15.000 pardoner.
En eskopti Leon, e-tal Montroulez, an ôtrou a Germenguy en deus laket sevel eur chapel eus ar re goantan en enor da Itron-Varia ar Salet.
En de-man, en em gav ive gouel sant Sezni, eskob en Iverzon, mare ar Vet kantved ; bezan eo patron Guisseny (Bro-Leon), elec’h m’eman e ve, ha Trezeny (Bro-Dreger). En Trezeny e ve grêt e bardon an trede zul a viz gwengolo.