war ar c’hlazen, eur pennadik an eil diouz egile, seier o bara en o c’hichen.
War-dro div heur hanter bennak, Melani, dihunet da gentan, a lavaras da Vaximin : « Deomp da welet pelec’h eman ar zaout, » hag e treuzjont ar waz, hag e kavjont o loened gourvezet ouz koste mene Gargas. Diskenn a rejont raktal da gerc’hat o zeier ; Melani a valee da gentan. En eun tôl, e chom a-zav, sebezet, o welet dirazi eur sklerder o kargan an draouien ; ha hi da lavaret d’ar pôtrig : « Deus buhan ’ta, da welet petra zo du-hont ! » Hag o vezan tostaet, e kavjont eun itron gaer, azezet elec’h ma oant bet o tibri o lein, he zreid ganti er feunteun dizec’het. Melani a oe strafuilhet : « O ma Doue ! » emezi, hag e lôskaas he baz da gouezan. « Dalc’h mat d’az baz, a lavaras d’ezi Maximin, abalamour d’it d’en em zifenn, ouz red. »
Neuze an itron gaer a zavas en he zav, a groazias he daouarn war he feultrin, ha gant eur vouez flour evel hiboud an dour, e lavaras : « Tostaet, bugale ; n’ho pezet aon ebet ; me zo deut aman da zigas d’ec’h eur c’helou bras. » Hag o vezan grêt eun nebeut kammejou, en em gavas el lec’h m’oa bet ar vugale oc’h ober o hun-kreiste, hag e lavaras d’eze, an daerou o kouezan puilh eus he daoulagad : « Ma ne fell ket d’am fobl plegan, e vezo red d’in lezel brec’h ma Mab da gouezan warnan..... ken ponner eo, ma n’on mui evit he dougen. Roët am eus d’ec’h c’houec’h devez evit labourat ; miret am eus ar zeizvet, hag e zo poan ouz hen rei d’in ; an dra-ze eo a bonnera brec’h ma Mab.
» Ar re a ve en hent gant ar c’hirri n’int ket goest da doui nemet dre hano ma Mab ; setu aze an daou dra a bonnera kement e vrec’h. Mac’h a an eost da goll, n’eo nemet abalamour da ze. Hen diskouezet am eus d’ec’h warlene, dre an avalou-douar ; n’ho peus grêt van ebet, ar c’hontrol eo ; pa gavec’h avalou brein, e pec’hec’h hag e touec’h dre hano ma Mab. Derc’hel a refont da vreinan, hag a-benn Nedeleg ne vezo ken.
» Ma karont dizrei ouz Doue, ar vein hag ar c’herreg a droio en ed, hag an avalou-douar a zavo a vil-vern en douarou. »
Neuze an itron gaer a c’houlennas ouz ar vugale :
— Ha mat e ret-hu ho pedennou, bugale ?
— Oh ! nan, itron, emeze, ken didroïdel ha tra, n’o greomp ket kaer.
— Oh ! ma bugale, emezi, red eo lavaret mat ho pedennou, noz ha beure ; pa n’hallfet ket lavaret hirroc’h, leve-