Beneat XIV a lakas anezan en renk an dud eürus, dek vla ha pevar-ugent goude, ha Klemant XIII, en renk ar zent, er bla 1767.
Karet Doue : an neb en deus ar garante-ze a zo pinvidik awalc’h, goude ma n’hen gouvefe ket.
Sant Jozef Kopertino.
’an 19 a viz gwengolo 1846, sadorn an daouzek deiou, er blavez-ze, da heur gousperou kentan Itron Varia ar seiz glac’har, ar Werc’hez a deurvezas en em ziskouez da zaou vesaër bihan, Maximin Giraud, oajet a unnek vla, ha Melani Calvat Matthieu, oajet a bevarzek vla, a oa o chom er Salet, en kichenik Grenobl. Ginidik oant o-daou eus a Gorps, ha neve deut oant da chom d’ar Salet.
D’an 18 a viz gwengolo, en em weljont evit ar wech kentan. An de war-lerc’h, en em gavjont adarre o-daou, abredik mat, an eil gant egile. An amzer a oa kaer, hag e pignjont da ziwall saout o mistri war mene Planeau. War-dro kreiste, ec’h ejont da gemer o fred war mein renket evel skabellou, tro-war-dro d’eur feunteun êt da hesk, hanvet er vro ar feunteun vihan. Goude bezan bet oc’h evan dour en feunteun ar wased, a rede uheloc’h, e tiskennjont hag en em doljont da gousket